Imbourc'h : diforc'h etre ar stummoù
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Reizh. |
|||
Linenn 1:
'''Imbourc'h''' zo ur [[kelaouenn|gelaouenn]] vrezhonek bet savet e 1969 gant [[Youenn Olier]], deuet da vezañ un [[ti-embann]] goude. Abaoe 2001 e vez meret an embannadurioù gant [[Emglev An Tiegezhioù]], met echu eo bet e 2011. Levrioù a denn d'ar [[relijion gatolik]] a vez embannet dreist-holl.
==Orin==
Da gentañ e oa kelaouenn dam-gefridiel ''[[Emsav ar Bobl Vrezhon]]'' (EBV), a oa un danvez [[strollad politikel]] anezhañ, a oa bet savet da heul disparti [[Youenn Olier]] ha [[Paol Kalvez]] eus [[Emsav Stadel Breizh]] (ESB). Tennañ a rae an anv ''Emsav ar Bobl Vrezhon'' d'ur strollad berrbad all, [[Emsav Pobl Vreizh]], a oa bet krouet gant Youenn Olier e deroù ar bloavezhioù 1950. Pa zeuas er-maez ar gelaouenn Imbourc'h e miz Kerzu 1969 ne oa kaoz ebet a di-embann nag a relijion c'hoazh. Embannet e veze e stumm ur gelaouenn viziek, a oa er vent A4.
Buan e voe savet ur skourr sevenadurel da EBV : [[Skol An Emsav]]. Arouezius eo anv ar gevredigezh-se : o diazezerien o doa c'hoant da gas an danvez stourmerien vrezhon d'ar "skol" a-raok nad afent d'ar "Bobl", evel ma vezed troet d'ober, goude darvoudoù [[1968]] e [[Pariz]] hag e [[Breizh]]. Ar framm politikel EPV ne badas ket, met ar framm sevenadurel pe "ar stourm evit ar yezh", SAE, a chomas hag he folitikerezh a veze displeget er gelaouenn.
Da heul Kendalc'h ''Skol an Emsav'' dalc'het e [[Gwengamp]] e 1974 e teuas an troc'h war-wel etre daou rummad stourmerien. An hini kozh a oa begennelour, en ur zegemer a-grenn hêrezh [[Gwalarn (kelaouenn)|Gwalarn]] ha [[SADED]], pa gavas gwelloc'h an hini yaouank, pellaat, 'mont d'ar Bobl', levezonet gant mennozhioù kleizelour deuet da heul 1968, o pellaat evel-se, tamm-ha-tamm, diouzh an hêrezh broadelour ha kristen, mui pe vui, a rene en [[Emsav]] betek neuze.
Linenn 11:
E niverennoù kentañ ar gelaouenn e rankas Youenn Olier reizhabegañ e [[c'hwitadenn]] gant [[SADED]] hag ESB, ha talañ e diabarzh [[Emsav ar Bobl vrezhon]] (EPV) nevez-savet gantañ ouzh an tuadur kleizelour a-berzh ar rummad yaouank.
Goude Emvod-veur Gwengamp Skol An Emsav e [[1974]] e kollas Youenn Olier ha Paol Kalvez renerez an aozadur hag e voe distaget Imbourc'h diouzh EPV ha SAE ha staget ouzh "[[Kristenion Breizh]]". Kemmet krenn neuze e voe spered ar gelaouenn, da-heul ur seurt emzezrann : neuze e voe kemmet ment ar gelaouenn (stumm A5 adalek neuze) hag e talc'has gant he spered broadelour, met dave a reas ivez war-eeun d'ar [[kristeniezh|feiz kristen]] ha da gelennadurezh an [[Iliz katolik roman|Iliz]] dre vras. N'eo ket kemmet abaoe, nemet e vez meret gant [[Emglev An Tiegezhioù]] abaoe [[2001]].
Liesseurt-kenañ e voe ar pennadoù, alies war danvezioù diaes : [[Feiz]], [[Prederouriezh]], [[Patrologiezh]], [[Armerzh]]...
Linenn 17:
Chom a ra stag ar gelaouenn ouzh an tuadur "begennelour" oc'h arverañ gerioù [[SADED]] hag o krouiñ re all en ur embann tri [[geriadur]] eus ar [[brezhoneg arnevez]].
Moulet e voe ar gelaouenn gant he rener e-pad 35 bloaz en e gav, er straed Burloud e Roazhon.
==Embannadurioù==
Linenn 37:
Dasparzhañ a ra ivez lod embannadennoù [[An Tour Tan]], [[Barr Heol]].
==Kannadig Imbourc'h==
|