Bosenn werblus : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn nevez : Ar '''vosenn werblus''' eo ar seurt '''bosenn''' a gaver ar stankañ er meteier naturel. Paket e vez pa vezer kontammet gant flemmadennoù ar c'hwen bet o sunañ gw...
 
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 9:
E-doug ar 24 eurvezh kentañ en deus poan ar c'hlañvour en unan pe meur a unan eus e [[gwerblenn#Gwerblenn limfatek|gwerblennoù limfatek]], e-kichen al lec'h m'eo bet flemmet gant ar c'hwenenn he deus degaset ar viruz ''[[yersinia pestis]]''. Peurliesañ e vezer flemmet ganta ar c'hen war an izili izelañ. Abalamour da se ez eo gwerblenoù ar [[morzhedaskorn|morzhedeskern]] hag eus pleg an divvorzhed a vez skoet peurliesañ. Kreskiñ a ra ment ar [[gwerblenn]]où hag a zeu da vezañ poanius-kenañ ha kizidik. Pa stoker oute, an takadoù-se zo leun a goeñvadennoù (merzet e vez ez eo uhelaet ar c'hroc'hen gant an dourennoù korf zo dindan) ha tomm gant ul liv ruz pe roz.
 
[[Image:Bubonic plague map.PNG|thumb|An takadoù kontammet gant ar vosenn werblus en [[Europa]] er grennamzer]]
 
Ma seller pizh ouzh ar c'hlañvour ez eur gouest da ar flemmadennoù c'hwen, merket gant pep a vouton bihan. War-lerc'h e tiwan porbolennoù (linwad zo dindan stumm katarennoù) ha a-wezhioù memes ur [[gouli bev]] (koll kroc'hen war un takad eus ar c'horf). A-wezhioù zoken e weler goulioù bev kalz ledanoc'h met ral eo.