Laser (bag) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
un tamm bravoc'h gant ar skeudenn e-giz-se?
Linenn 31:
E [[1996]] e teuas al Laser da vezañ ur vag a [[c'hoarioù Olimpek|glas Olimpek]] evit ar baotred, ar bloavezh-se e voe savet un heulienn ispisial a vagoù evit lidañ an dilennadenn. E [[2008]] e vezo krouet ur skouerenn eus al Laser gant ul lien vihanoc'h, al Laser Radial, ur vag a [[c'hoarioù Olimpek|glas Olimpek]] evit ar merc'hed.
 
Ar c'hentañ kampionad ar bed a voe aozet e [[1974]] er [[Bermud]]. Dont a reas 108 bageer eus 24 bro disheñvel, ha gounezet e voe ar c'hampionad gant Peter Commette eus ar [[Stadoù-Unanet]]. Ar gampioned brasañ e Laser zo [[Robert Scheidt]] (lesanvet El demolidor) eus [[Brazil]]; gounezet en deus eizh gwech kampionad ar bed, div vedalenn aour hag unan arc'hant d'ar [[C'hoarioù Olimpek]], Glenn Bourke ([[Aostralia]]), teir gwech kampion ar bed ha [[Ben Ainslie]] ([[Rouantelezh-Unanet]]) kampion Olimpek e [[Finn]], bag tost d'al Laser. [[Ben Ainslie]] a ziorroas ur bern teknikoù leviata ispisial hag a vez implijet e pep lec'h er bed hiriv an deiz.
 
 
== mentoù lien all ==