Emzifenn Sokrates (Platon) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn nevez : E '''''Meulidigezh Sokrates''''', Platon a zanevell pledeoù Sokrates e teir lodenn o deus pep a liamm gant ar marv. Sokrates en em zifenn dirak ar varnerien, met ivez dir...
 
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Skeudenn:Socrates cropped.jpg|right]]
E '''''Meulidigezh Sokrates''''', [[Platon]] a zanevell pledeoù [[Sokrates]] e teir lodenn o deus pep a liamm gant ar marv. [[Sokrates]] en em zifenn dirak ar varnerien, met ivez dirak holl geoded [[Aten]]iz. Tamallet e oa outañ breinañ ar yaouankiz ha lakaat anezhi da zinac'hañ [[Mitologiezh gresian|doueed]] ar geoded.
 
Linenn 26 ⟶ 27:
Aes eo evidomp, gant an amzer, da welet diouzhtu direizhder ar prosez-se. Ne oa ket bras ar c'hemm etre Sokrates hag ar [[Sofisted]] hag e veze en-dro dezhañ tud koulzataer pe zoken treitourien (soñjal en [[Alkibiades]])<br/>
Ma n'eo ket gwall gendrec'hus ha godisus emzifenn Sokrates (pe faeüs zoken e-keñver ar varnerien a nac'h lakaat da drueziñ outañ), ez eo marteze abalamour d'e youl da ziskouez ez eo pouezusoc'h ar mennozhioù evit ar vuhez, pe, hervez lod, abalamour ma'z eo erru 69 dija, ma n'en deus mann da goll ha ma c'hall evel se mervel gant enor.
 
[[Image:David - The Death of Socrates.jpg|thumb|Marv Sokrates gant [[David]]]]
Lakaet e vo Sokrates d'ar marv goude ar prosez-se. Roet e vo un evaj diwar [[kegid|gegid]] dezhañ da evañ.