Gregach : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Gregach adkaset da Gregaj: doare-skrivañ a vremañ
Adkas war-du Gregaj
Linenn 1:
#REDIRECT [[Gregaj]]
 
 
==Diwar-benn ar ger gregach ==
 
Ar '''gregach''' eo ar pezh a reer anezhañ ar ''gresianeg kozh'' pe [[henc'hresianeg]] ebrezhoneg a-vremañ.
 
Er skolioù gwechall e veze studiet [[galleg]], [[latin]] ha '''gregach''', ha n'eo ket [[gresianeg]].
 
''"Abaoue maro an Aotrou Tanguy em eus evel heuz ouz ar galleg, al latin hag ar gregach", [[Lan Inizan]], Toull al Laer, 1930, rakskrid pajenn VII.
 
Ar ger [[gresianeg]] zo bet degaset gant [[Geriadur Vallée]] evit envel yezh [[Gres]] a-vremañ.
 
==Ur ger disprizus?==
E geriadurig Roparz Hemon eo troet ar ger '''gregach''' gant "baragouin, jargon". Kement-se ne dalv ket ez eus dispriz er ger: diskouez a ra ez eo kenster gant ''yezh digomprenus'', evel e galleg pa lavarer "c'est de l'hébreu" (rak al latin a veze komprenet un tamm bennak gant un toullad tud gwechall, desket dre an oferenn-sul, pa ne veze ket an [[hebreeg]]).
 
===An dibenn '''ach''' amañ===
Gwir eo e vez disprizus an dibenn '''''-ach''''' (pe '''-aj'''), peurvuiañ, met ne vez ket atav:
*legumaj, bugaleaj, mignoniaj, koataj.
Heñvel eo gant gregach. Ouzhpenn-se ne oa ger all ebet evit envel ar yezh.
 
N'eus ket da geñveriañ gant gerioù evel ''gallegach'' pe ''saoznaj'' a zo gerioù implijet evit merkañ an dispriz en un doare splann.
 
Sed ur werzenn tennet eus ''Sainte Tryphine et le roi Arthur, Presses Universitaires de Rennes. Terre de Brume.''
:'''...flamantach, almantach, italian, saozneg Ha kalz a yezhoù all, latin ha spagnoleg'''.
Anat eo n'eo ket faeus an dibenn '''ach''' aze.