Gregach : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Gregach adkaset da Gregaj: reizhskrivadur
D En/he deus diwarezet Gregaj
Linenn 1:
Ar ger '''gregach''' a c'hall ober dave
#REDIRECT [[Gregaj]]
 
* d'an [[henc'hresianeg]]
 
* d'ar [[gresianeg]] a vremañ
 
 
==Diwar-benn implij ar ger gregach ==
 
Ar '''gregach''' eo ar pezh a reer anezhañ ar ''gresianeg kozh'' pe [[henc'hresianeg]] e brezhoneg a-vremañ.
 
Er skolioù gwechall e veze studiet [[galleg]], [[latin]] ha '''gregach''', ha n'eo ket [[gresianeg]].
 
''"Abaoue maro an Aotrou Tanguy em eus evel heuz ouz ar galleg, al latin hag ar gregach", [[Lan Inizan]], Toull al Laer, 1930, rakskrid pajenn VII.
 
Ar ger [[gresianeg]] zo bet degaset gant [[Geriadur Vallée]] evit envel yezh [[Gres]] a-vremañ.
 
==Ur ger disprizus?==
E geriadurig Roparz Hemon eo troet ar ger '''gregach''' gant "baragouin, jargon". Kement-se ne dalv ket ez eus dispriz er ger: diskouez a ra ez eo kenster gant ''yezh digomprenus'', evel e galleg pa lavarer "c'est de l'hébreu" (rak al latin a veze komprenet un tamm bennak gant un toullad tud gwechall, desket dre an oferenn-sul, pa ne veze ket an [[hebreeg]]).
 
===An dibenn '''ach''' e-barzh ar ger "gregach"===
Gwir eo e vez disprizus an dibenn '''''-ach''''' (pe '''-aj'''), peurvuiañ, met ne vez ket atav:
*legumaj, bugaleaj, mignoniaj, koataj.
Heñvel eo gant gregach. Ouzhpenn-se ne oa ger all ebet evit envel ar yezh.
 
N'eus ket da geñveriañ gant gerioù evel ''gallegach'' pe ''saoznaj'' a zo gerioù implijet evit merkañ an dispriz en un doare splann.
 
Sed ur werzenn tennet eus ''Sainte Tryphine et le roi Arthur, Presses Universitaires de Rennes. Terre de Brume.''
:'''...flamantach, almantach, italian, saozneg Ha kalz a yezhoù all, latin ha spagnoleg'''.
Anat eo n'eo ket faeüs an dibenn '''ach''' aze.
 
==Ger deveret==
*''gregachiñ'', a dalv
**pe komz gregach,
**pe komz ur yezh digomprenus
 
==Gerioù kar dre ar ster==
*'''Gresim''', ger meneget e geriadurioù divyezhek [[Gregor Rostren]] ha [[Roparz Hemon]], hag ar verb '''gresimañ''', savet diwarnañ.
**''Ar grecim hac al latin o deus flypet un niver bras a c'heryou eveus al langaich a brezecq ar vretonned en Breiz-arvoricq hac en Breiz-veur''. Pajenn 471 eus Geriadur Gregor Rostren.
 
[[Rummad:Hellaz]]