Abel Tasman : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 5:
 
E bal a oa anavezout gwelloc’h ar vro anvet da neuze ''[[Holland Nevez]]'' (hag anvet bremañ [[Aostralia]]) a oa bet nevez-dizoloet an aodoù anezhi gant tud eus an Izelvroioù, ha kavout daoust hag ul lodenn e oa an douar-se eus an ''Terra Australis'' a vije bet e penn traoñ ar voul-douar. Spi he doa ar gompagnunezh VOC e vije bet kavet gantañ ur c’hevandir nevez he dije gellet ober kenwerzh gantañ.
Evit e veaj kentañ (e [[1642]] ha [[1643]]) e lakaas Tasman da ouel eus [[Jakarta]] (a oa anvet ''Batavia'' en amzer-se), gant daou lestr bihan, an ''Heemskerck'' hag ar ''Zeehaen'', treiñ penn da enez [[Maoris]], un enezenn anavezet gant Izelvroiz, hag alese mont war-zu ar reter, war morioù dianav dezho. C’hwitañ a reas douar-bras Aostralia, ha tremen er su dezhañ, met dizoleiñ a reas evel-se un enezenn vras d’ar [[24 Du|24 a viz Du]] [[1642]]. Anvet e voe an douar-se gantañ ''Anthoonij van Diemenslandt'' (''Douar Van Diemen'', diwar anv unan eus renerien ar VOC). Diwezhatoc’h e voe advadezet ''Tasmania'' gant Breizhveuriz, diwar anv Abel Tasman. Goude bezañ ergerzhet an enezenn ez eas pelloc’h c’hoazh war-zu ar reter hag en em gavout a reas e [[Zeland -Nevez]], a voe badezet gantañ ''Staten Landt'', gant ar soñj e oa stag ouzh un enezenn gant an hevelep anv e penn pellañ [[Suamerika]] ([[Isla de los Estados]], ''enez ar Stadoù''). Heuliañ a reas an douar-se, a-hed aod ar c’hornaoueg war-zu an norzh. Teurel a reas eor e norzh enez ar Su (en ur bae anvet [[Golden Bay]] hiziv) hag eno e voe lazhet pevar eus e vartoloded gant [[Maoried]]. Derc’hel a reas da vont pelloc’h war vor hag en em gavout e [[Strizh-mor Cook]] met soñjal a reas e oa en em gavet en ur vorlenn. Mont a reas war-zu porzh Batavia goude-se, o soñjal en doa kavet un douar, ar ''Staten Landt'', a oa un tamm eus an ''Terra Australis''. War e hent distro e kavas enezeg [[Tonga]], d’an [[21 Genver|21 a viz Genver]] [[1643]].
 
E-pad e eil beaj, e [[1644]], e vageas a-hed aod su [[Ginea Nevez]], war-zu ar reter. C’hwitañ a reas [[Strizh-mor Torres]] etre [[Ginea Nevez]] hag [[Aostralia]], ha kenderc’hel gant e veaj a-hed aod norzh Aostralia. Sevel a reas kartennoù eus an aod-se.
Linenn 12:
[[Skeudenn:Tasmanroutes.PNG|thumb|350px|Hentoù Tasman]]
 
Dipitet e voe ar gompagnunezh VOC gant beajoù Tasman : ne oa ket bet kavet gantañ broioù d’ober kenwerzh ganto na hentoù nevez kennebeut. E-pad ouzhpenn ur c’hantved c’hoazh (betek beajoù [[James Cook]]), ne voe den ebet eus Europa o vont da Dasmania pe da [[Zeland -Nevez]] ha ne voe hini ebet kennebeut oc’h ergerzhet [[Aostralia]] da vat.
 
Anv Abel Tasman a zo bet roet da veur a lec’h, en o zouez :