Kaozeal:Akademiezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 34:
 
:A-du emaon gant Bianchi-Bihan ha Benoni. Geriaoueg Diwan ivez. --[[Implijer:Kadwalan|Kadwalan]] 26 Eos 2007 da 19:21 (UTC)
 
::Anat eo ne vo ket degemeret "akademi", p'eo ur giladenn e-keñver emdroad ar yezh skrivet keit muioc'h eget ur c'hantved. N'eus ket tu kemer Favereau evel meneger ar yezh skrivet. N'eus nemet kompren penaos en deus savet e geriadur : savet en deus un tezenn war ar brezhoneg komzet tro-dro da Boullaouen ha n'eus ket un estonn klevet ur bern gerioù gallek gant tud n'o deus na kelaouennoù, na levrioù evit gouzout petra eo ar brezhoneg skrivet (un diforc'h a zo etre al live komz hag al live skrivañ e pep yezh gant un hengoun lennegel). Goude-se en deus ouzhpennet ar yezh skrivet, met pa oa paotr ar brezhoneg komzet en deus klasket lakaat ur seurt kempouez. Er mare-se e soñje ivez e c'hellfe an etrerannyezhel laaat un dermen d'an emgann etre paotred ar peurunvan ha paotred ar falhuneg : bremañ e ra gant ar peurunvan hag al live yezh skrivet uhel ma ne sav ket ur romant.<br>
::Hervez Favereau e vez implijet deskadurezh er Pouc'haer : ur ger implijet gant tud an Iliz e oa ha ne raent ket kalz gant akademiezh.<br />
Evel m'eo bet meneget, e ra mistri an deskadurezh divyezhel gant geriadurioù an Here ha gant geriaouegoù Kreizenn ar Geriaouiñ (Eil Derez Diwan). N'eo ket boaz divskouarn ar vrezhonegerien yaouank da glevet ar ger akademi, war a seblant. --[[Implijer:Ch. Rogel|Ch. Rogel]] 26 Eos 2007 da 21:08 (UTC)<
Distreiñ d'ar bajenn "Akademiezh".