Yann ar Badezour, Toledo, Spagn : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
liammoù ha disteurel direizhadennoù Kadwalan
Linenn 20:
Dizemglev zo diwar-benn al livadur avat: soñjal a ra lod eo un oberenn diwar zorn [[Bartolomeo Cavarozzi]], un diskibl dezhañ.
 
* Krediñ a ra da John Gash (sellout en notennoù izeloc'h) e oa unan eus al livadurioù graet gant Caravaggio evit [[priol]] Ospital ar Frealz, evel ma lavar Mancini, [[buhezskridour]] Caravaggio. Hervez Mancini e voent "kaset gant ar priol d'e vro c'henidik" ; siwazh, en un doare eus [[dornskrid]] Mancini e lenner e oa ar priol-se eus [[Sevilla]], pa lavar en unan all e oa eus [[Sikilia]].
*Ur priol spagnat a oa en ospital e 1593, ha marteze e chomas eno betek miz Even 1595. Menegiñ a ra Gash ali an [[anaoudeg]] A.E. Perez Sanchez a lavar e tenn tres ar sant da zoare-livañ Cavarozzi un tamm bennak, met peurrest al livadur ne ra ket, hag "e lodennoù zo ez eo an doare-livañ eus ar gwellañ, en delioù gwini dreist-holl ..., ha muioc'h diouzh stumm Caravaggio."
Anv a ra Gash ivez eus ar c'h-[[chiaroscuro]] (ar sklaer-ha-teñval), trolinennoù an dremmoù, ha troioù-livañ all a gaver en oberennoù yaouankiz