Elvis Presley : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot ouzhpennet: ur:ایلوس پریسلے
D Typo
Linenn 16:
 
Ganet en un tiegezh paour eus [[Tupelo]] er [[Mississippi]], Elvis Aaron <ref>Skrivet e veze "Aron" gant an holl diegezh Presley, Elvis en o zouez. War skrid-testeni ganedigezh Elvis koulz hag e vortuaj avat e lenner Aaron</ref> Presley a oa mab nemetañ Gladys Love Smith ha Vernon Elvis Presley.
Bet en doa ur breur a oa bet ganet marv : Jesse Garon Presley. Maget e oa bet Elvis e Tupelo betek an oad a drizek vloaz. E dud, dilabour hag hep tamm arc'hant, a ziannezas neuze da [[Memphis (TenesseeTennessee)|Vemphis]], ur gêr vras eus an [[TenesseeTennessee]]. Bevañ a rae ar familh en un daou-gombod sokial. Labourat a rae Gladys diouzh an noz en un ospital, mont a rae da gempenn tier ivez, ha Vernon ha laboure amañ hag ahont. Buan e krogas Elvis da labourat ivez : troc'hañ a rae al letonennoù, gwalc'hiñ ar c'hirri ha gwerzhañ skornennoù pa veze echu ar skol. Goude ar skol eil-derez e kavas buan ul labour en un embregerezh benvegoù met hunvreal a rae e bleniañ ur c'harr-samm hag e teuas a-benn da gaout fred er c'h-"Crown electric company" evel bleiner-kaser, ul labour a gave diouzh e c'hrad.