Django Reinhardt : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Arko (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
{{LabourAChom}}
{{Troidigezh}}
'''Jean-Baptiste « Django » Reinhardt''' a zo bet ganet d'an [[23 Genver|23 a viz Genver]] [[1910]] e [[Liberchies]] ([[Belgia]]) ha marvet d'ar [[16 Mae|16 a viz Mae]] [[1953]] e [[Samois-sur-Seine]] ([[Bro-C'hall]]) a zo ur soner gitar [[Jazz manouch]], a orin eus ur familh [[tzigan]]. E Istor an [[Jazz]], eo c'hoazh hiziv an deiz, ar gitarour en deus levezonet ar muiañ.
 
 
Linenn 10:
Django Reinhardt a zo ganet d'an 23 a viz Genver en un ti-karr a oa paouezet e [[Liberchies]], e [[Belgia]], e lec'h ma voe diskleriet evel "mab Jean-Baptiste Reinhardt ha Laurence Reinhardt ". Al lec'h-se n'en deus ket kalz a dalvoudegezh, dre ma oa ar bugel, deus ur familh Tzigan, boaziet da gantreal en [[Europa]] a-bezh. E yaouankiz a dremenas neuze o veajiñ (e Bro-c'hall, Italia pe Aljeria), a-raok ma 'z eas ar familh d'en em staliañ e [[Pariz]] ([[Bro-C'hall]]), da gentañ penn nebell deus Dor Choisy, ha benn ar fin e Dor Italia.
 
Da zek vloaz e kejas evit ar wech kentañ ouzh [[banjo]] e eontr, ha d'ar poent-se ne baouezas ket da uzañ beg e zaouarn war kordennoù ar benveg. Deskiñ a reas e unan, en ur selaou gant aked ar sonerien a dremene er c'hamp. En un nebeud amzer e teuas da vezañ ampart ha mestr a-walc'h war e vanjo. Kregiñ a reas neuze da zeskiñ gant ar [[violoñs]], gant ar memes plijadur, ha benn ar fin e tibabas ar [[gitar]].