Pêr-Jakez Heliaz : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn nevez : {{LabourAChom}} '''Pierre-Jakez Hélias''', pe '''Pêr-Jakez Heliaz''' e brezhoneg, '''Pierre Hélias''' e anv ofisiel, a zo bet ganet e Pouldreuzig, er [[Bro-Vigoudenn |Vro-Vigo...
 
Benoni (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 10:
Ganet eo bet ha bet eo o chom e [[Pouldreuzig]] er [[Bro Vigoudenn|Vro Vigoudenn]], en un tiegezh a dud munud, labouerien-douar anezho, o labourat evel micherourien e ti ar re all. E yezh gentañ eo bet ar brezhoneg dre ma oa brezhonegerien e dud. Deskiñ a ra ar galleg er skol. Dont a ra sod gant ar yezh-se, nes ankouât e yezh gentañ. Dre m'eo tuet er skol eo lakaet da vont pelloc'h gant e studioù : el lise, e [[Kemper]], ha goude e [[Roazhon]]. Eus [[1946]] da [[1975]], bloaz ma ya war e leve, eo kelenner war al lennegezh e Skol ar Vistri Kemper.
 
D'an [[21 Kerzu|21 a viz Kerzu]] [[1946]] e krog Pêr Helias (Jakez Kroc'hen) da aozañ abadennoù e brezhoneg evit ar radio (sketchoù ha pezhioù-c'hoari) e kompagnuniezh [[Pêr Trepos]] (Gwilhou Vihan). Un tamm brud a sav neuze dezhañ, plijet kenañ ma veze an dud gant o fent, o selaou anezho er "post bihan", war gwagennoù ''Radio-Quimerc'h''. Daou vloaz war-lerc'h eo e-mesk ar re a ro lañs en-dro da [[Gouelioù-meur Kerne]] e Kemper. Chom a ray e-touesk aozerien ar festival-se e-pad pell, hag an den karget da ginnig an abadennoù e brezhoneg d'an dud.
 
Un den er-maez eus an [[Emsav]] e chom e vuhez-pad, o klask ober gant e zaou sevenadur war un dro, o skrivañ kerkoulz e brezhoneg hag e galleg. Un den a-gleiz eo, tost-kar d'ar gomunisted : ezel eo deus ar strolladoù [[Ar Falz]] hag [[Emgleo Breiz]]). Embann a ra pennadoù er gelaouenn ''La Bretagne à Paris'' hag er gazetenn bemdeziek ''[[Ouest-France]]''. Diwar ar gronikenn divyezhek embannet er gazetenn-se bep sizhun e sav e benn-oberenn ''Le Cheval d'orgueil'', lakaet da zont er-maez doare ul levr e [[1975]]. Ennañ e tispleg e yaouankiz ha buhez an dud anvet gantañ dre ar munud. Ar mod en deus da daolenniñ pep tra a laka e levr da vezañ kazimant ur studiadenn diwar-benn doare an dud da vevañ war ar maez gwechall er [[Bro Vigoudenn|Vro Vigoudenn]], evel ma vije bet savet gant un etnologour. Kerkent hag embannet e ra berzh spontus e levr. Troet eo e nousped yezh hag anvet eo dre ar bed. Rebechet eo bet outañ koulskoude bezañ aozet un oberenn m'eo troet enni sevenadur Breizh hag ar brezhoneg war an amzer dremenet.