Orged : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 13:
 
Alies e veze louzoù ha boeson, evel e templ Dionisos e Baalbek, pe [[gasterezh]] relijiel, evel er menez Eriks e [[Sikilia]].
 
==Enebiezh relijiel==
Evel ma voe enebiezh ouzh orgedoù relijiel gant Sened Roma e voe enebiezh a-berzh an Iliz ouzh an orged, komprenet evel darempredoù etre gwaz ha maouez e-maez sakramant an iliz, da lavarout eo e-maez ar briedelezh, hag urzh ofisiel ar gevredigezh.
 
Gwelout a reer neuze an Iliz o klask reoliañ buhez ar gristenien (da lavarout eo an holl dud er broioù kristen), o lakaat an urzh vat da ren, en anv ar vuhezegezh kristen. Bevañ e-maez an urzh vat, pe ar vuhezegezh kristen (alies ar memes tra) a oa bevañ er pec'hed, da lavarout eo bezañ daonet ha kondaonet da rostañ en [[Ifern]].
 
 
Hervez an urzh vat-se ne oa ket aotreet an torr-dimeziñ.
 
 
Un trec'h e voe dre ma oa degemeret an doare-se da welout en ofisiel gant an holl stadoù kristen, ha dre ma sikoure da ziazezañ an urzh er gevredigezh.
 
===Skouer fall===
Met kement-se ne vire ket ouzh ar pennoù-stadoù, impalaerien, rouaned hag all, da dremen hep gourc'hemennoù an Iliz pa garent. [[Serc'h]]ed niverus ar rouaned c'hall [[Loeiz XIV]] pe [[Loeiz XV]] ne oant ket hervez reolennoù an Iliz, met re eskibien o amzer ne oant ket ivez, ha pibien zo (evel [[Alesant VI]]) o devoa diskouezet skouer fall a-raok.
 
Ne vire ket ivez ouzh kenwerzh ar fouzhlec'hioù, ouzh ar gastaouerezh, ouzh ar mitizhien yaouank brazezet gant o mistri, nag ouzh al lazhañ bugale.
 
Ha ma ne oa ket aotreet an torr-dimeziñ, e c'halle bezañ aotreet gant an Iliz d'ar pennoù bras, evel d'ar roue gall [[Loeiz XII]].
 
==Dibenn un oadvezh ==
Ar gevredigezh-se zo aet war an diskar adalek ar bloavezhioù 1950, gant dieubidigezh an doareoù-bevañ, ha pouez an Iliz war ar vuhez prevez, evel er vuhez ofisiel, zo aet war goazhañ.
 
 
 
 
<!--
==Religion==
Pour le [[catholicisme]], c'est l'un des sept [[Péché capital|péchés capitaux]]. Il y a donc un jugement péjoratif majeur, assorti de menaces comme le risque de perdre son âme, d'aller en Enfer ([[Dante]] évoque la luxure dans ses cercles infernaux). Selon le dogme catholique, toute activité sexuelle en dehors du mariage (ou même, selon certains auteurs du [[Moyen Âge]], en dehors de la fin reproductive de l'acte sexuel) relève de la luxure.
 
La '''luxure''' n'empêche pas l'apparence de la [[vertu]] (''[[Tartuffe]]'' de [[Molière]]).