Lou Andreas-Salomé : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Skeudenn:Salome1914.jpg|right|150px|thumb|Lou Andreas-Salomé]]
'''Lou Andreas-Salomé''' ('''Louise von Salomé''' diouzh he gwir anv), ganet d'an [[12 C'hwevrer|12 a viz C'hwevrer]] [[1861]] ha marvet d'ar [[5 C'hwevrer|5 a viz C'hwevrer]] [[1937]] e [[Göttingen]], oa ur skrivagnerez a orin eus [[Rusia|Bro-Rusia]] troet war al lennegezh, ar bredelfennerezh hag ar brederouriezh.
 
==Buhez==
Salome oa merc'h d'ur jeneral, eus ar broioù Baltbalt, ur protestant a orin alaman, dezhañ hendadoù protestant gall. He mamm oa ginnidiggenidik eus an [[Danemark]]. Ganet eo bet e [[Sant-Petersbourg]], e lec'h ma voe uhel-desket. D'ar mare-se, ne veze ket roet un deskadurezh ken uhel d'ar merc'hed yaouank. Abred kennañ, e lennas oberennoù [[Immanuel Kant|Kant]] ha [[Baruch Spinoza|Spinoza]]. Diwanet eo bet e spered en un aergelc'h romantel. Diwezhatoc'h e disachefe evezh speredoù uhelañ e c'hantved.
 
Pa oa yaouank kennañ c'hoazh, e gejas gant ar brederour alaman [[Friedrich Nietzsche]]. E pad ar bloavezh 1882, ar brederour a gouezas e garantez abalamour d'ar maouez-se e pad ur veaj a reas gant Salome ha [[Paul Rée]]. Ar garantez etre an tri lennegien-se a chomas ur garantez platonel. Salome ha Nietzsche o deus o daou poentoù kejañ, prederiet he deus war dodennoù evel "Marv Doue", d'ar marv dre vras, disachet he oa a galz gant an [[hindouism]], hag o daou o deus ur yerc'hed gwann, ur c'hleñved ha ne c'hell bezañ pareet pe aesaet da c'houzañv en ur veajiñ e broioù gant un hin klouaroc'h evel [[Italia]]. Asambles, e dremenjont teir sizhun da vont ha da zont en ur brederiañ.