Istor an timbroù : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn nevez : == An timbroù-post == An timbroù-post a zo anezho (alies) tammoù paper pegus a vez implijet gant an neb a fell dezhañ/dezhi kas ul lizher dre hanterouriezh servijoù ar Post, en ...
 
Benoni (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
== An timbroù-post ==
 
An timbroù-post a zo anezho (alies) tammoù paper pegus a vez implijet gant an neb a fell dezhañ/dezhi kas ul lizher dre hanterouriezh servijoù ar [[Post]], en ur begañ ur skouerenn pe muioc’h war ar golo-lizher. Tra ma kinnig diouzh un tu ur skeudennig (mui ar priz, istitl ar skeudenn, anv ar velestradurezh, ar vro...) ez eo gwenn ha pegus an tu all.
 
An neb a zastum timbroù zo un timbrawour(ez).
Linenn 13:
[[Image:Penny_black.jpg|thumb|right|Penny black]]
 
A-raok [[1840]] e vez paeet un taos – kêr-ruz a-wechoù – gant an hini a reseve ul lizher. Abalamour da se e veze nac’het alies degemer al lizhiri. Klask a rae an dud ober gant servij embregerezhioù prevez, pezh a oa nec’hus evit ar Stad. Seurt prederiadennoù a oa e penn an Ao [[Rowland Hill]] ([[3 a viz Kerzu]] [[1795]] [[Kidderminster]][[27 a viz Eost]] e [[Hampstead]], [[Bro-Saoz]]), hennezh « Postmaster general » er [[Rouantelezh Unanet]]
 
Ur wech ma oa an Aotroù Rowland Hill e-barzh un davarn en em gavas e-kichen ur vatezh a oa war-nes resev ul lizher skrivet gant he muiañ-karet. Hogen nac’h a reas-hi paeañ paotr al lizhiri evit abegoù arc’hant hervezi. Rowland Hill a ginnigas astenn an arc’hant dezhi pa respontas e oa diezhomm : ijinet gant ar c’houblad ur sistem tresadennoù munut war ar golo-lizher evit eskemm kenetrezo e oa trawalc’h taolañ ur sell ouzh ar c’holoenn evit kompren petra a oa kaoz.
Linenn 19:
Pa skrivas Rowland Hill an teuliad "Post Office reform, Its importance and practibility" e felle dezhañ kinnig un diskoulm aes ha marc’hadmat evit ma vefe paeet ar frejoù gant an neb a gase ul lizher. Ijin a reas neuze ul golo-lizher ofisiel da implij dre ret hag un tamm paper gwerzhet 1 penny (« Penny postage ») da vout peget ouzh forzh goloennoù-lizher. Ober gant an timbroù-se dre begañ anezho war ar golo-lizher a vefe prouenn eo bet paeet an taos ret evit kas al lizher. Nullet e vefe un adimplij bennak dre lousañ an timbr gant ur siell gant ar velestradurezh.
 
Tri bloaz a voe ret gortoz a-raok na vefe bet laaket war ar marc’had an timbroù-post kentañ un tamm paper poltred ar rouanez [[Viktoria]] warnañ (« [[Black penny]] »). Poan he doa ar velestradurezh degemer ur sistem nevez gant an aon rak koll arc’hant bras.
 
Berzh a reas an timbroù er Rouantelezh Unanet ken-ha-ken, ha heuliet ar skouer e broioù all timat : kantonioù [[Bro-Suis]] [[Zürich]] ha [[Jeneva]], [[Bro Vrazil]] ([[1843]]), ar [[Stadoù-Unanet]] hag [[Enezenn Mauritius]] ([[1847]]), [[Bro-C’hall]] ha [[Beljia]] ([[1849]]), [[Ar C’hap]], [[Chili]] ha [[Portugal]] ([[1853]]).
 
== Stadoù, Broioù ha kêrioù-Stad ==
Linenn 28:
 
* Er broioù afrikan, azian pe amerikan trevadennet gant ar Stad-C’hall, ar Rouantelezh-Unanet, Bro-bPortugal, Bro-Spagn, Bro-Veljia, Alamagn (betek 1918), an Izelvroioù ez eus bet embannet timbroù-post gant anv ar vro betek ma 'z eus bet gounezet o zizalc’hidigezh gant ar pobloù.
Skouerioù : Macao[[Makao]] (Portugal), [[Basutoland]] (R.U.), [[Rio Muni]] (Spagn), Martinique[[Martinik]] (Bro C’hall), [[Curaçao]] (Izelvroioù), [[Inizi Marianna]] (Alamagn), [[Ruanda-Urundi]] (Beljia),
 
* Broioù emren zo bet aotreet gant o Stad kreiz embann timbroù-post o-unan : [[Aaland]] (Bro Finland), Groenland hag Inizi Feroe (Danemark), Enezen Manin, Gwerzenez, Jerzez, Alderney, Gibraltar (liammet gant ar Rouantelezh-Unanet), Kaledonia Nevez, T.A.A.F., Enezeier Polinezia, Inizi Sant-Pêr ha Miquelon (Stad-C’hall), Enez Norfolk (Australia), Antillezh Neerlandek (Izelvroioù), Kêr vBerlin (Alamagn ar C’hornog)…
 
* Pa c’hoarvezh d’ur vro bezañ aloubet gant un arme estren e rank alies ar bobl degemer ar velestradurezh estren nevez. Er penn-kentañ ez vez implijet timbroù-post ar Stad alouber gant ur siell a ra anv eus ar Stad-se, a-wechoù eo timbroù ar vro aloubet eo zo implijet (Bavaria)