Istor an timbroù : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Benoni (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Benoni (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 30:
Skouerioù : [[Makao]] (Portugal), [[Basutoland]] (R.U.), [[Rio Muni]] (Spagn), [[Martinik]] (Bro C’hall), [[Curaçao]] (Izelvroioù), [[Inizi Marianna]] (Alamagn), [[Ruanda-Urundi]] (Beljia),
 
* Broioù emren zo bet aotreet gant o Stad kreiz embann timbroù-post o-unan : [[Aaland]] (Bro Finland), [[Groenland]] hag [[Inizi Feroe]] (Danemark), Enezen Manin[[Manav]], [[Gwerzenez]], [[Jerzez]], [[Alderney]], [[Gibraltar]] (liammet gant ar Rouantelezh-Unanet), [[Kaledonia Nevez]], [[T.A.A.F.]], [[Enezeier Polinezia]], [[Inizi Sant-Pêr ha Miquelon]] (Stad-C’hall), [[Enez Norfolk]] (Australia), [[Antillezh Neerlandek]] (Izelvroioù), [[Kêr vBerlin]] (Alamagn ar C’hornog)…
 
* Pa c’hoarvezh d’ur vro bezañ aloubet gant un arme estren e rank alies ar bobl degemer ar velestradurezh estren nevez. Er penn-kentañ ez vez implijet timbroù-post ar Stad alouber gant ur siell a ra anv eus ar Stad-se, a-wechoù eo timbroù ar vro aloubet eo zo implijet ([[Bavaria]])
Da skouer e [[Bro-Elzas]] ha [[Loren]] ([[1940]]), [[Memel]] e Lithuania (gant arme Bro C’hall), [[Ukrainia]] (gant arme Alamagn), [[Roumania]] (gant arme Bulgaria)
 
* E fin an XIXvet kantved ez eus bet digoret burevioù-post e broioù dindan dalc’h ar stadoù european kreñv : [[Kretia]] (burev gall hag aostrian), [[Sina]] (burevioù gall, saoz, alaman, rusian).
 
* E-pad ar prantadoù brezel ez eus bet embannet timbroù gant melestradurezhioù rannvroel pe lec’hel zoken pa oa dibosubl ober gant timbroù boutin ar Stad ([[Barcelona]] e [[1931]] pe e Polonia). Pa sav un rann eus ar bobl a-enep ar gouarnamant hag ar velestradurezh kreiz ([[Bro-Euskadi]] e [[1868]], [[Biafra]] e [[1968]], [[Taiwan]] abaoe [[1949]]) e ra gant timbroù ar vro hepken.
 
Evite da vezañ anavezet evel gwir timbroù-post gant ar velestradurezh etrebroadel (U.P.B.) e rankont bezañ bet moullet e anv ur veli mestr war ur pastez-vro bras pe get. Ne vir ket tud pe strolladoù zo ouzh moullañ ha skignañ timbroù-post faos, nann-anavezet gant ur velestradurezh-post en despet d’ar stumm (paper pegus, skeudenn, talvoudegezh…) par d’ar re wir. Lakaat da wir hunvre ur vro dizalc’h eo pal an tudennoù a embann seurt traoù hag a vez graet « Cinderella » anezho e saozneg. Seurt brizhtimbroù zo bet embannet e-pad an XXvet kantved e Breizh, Euskal Herria (Euskadi), bro ar Saharaoui, Nagaland (India)… evit dastum arc’hant ha brudañ ur stourm politikel. Furlunkined a bep seurt o deus lakaet e gwerzh timbroù eus broioù n’eus ket anezho ivez evel Sealand.