Timothy Buckley : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 7:
== Prantad folk ==
 
Savet getañ ur strollad ged [[mignon]]ed e sonas e-barzh festoù skol, ha diwezhatoc'h, ged ar brud, e-barzh [[tavarn]]ioù e Los Angeles. Eno eo en em gavas get [[Frank Zappa]]. Dimeziñ a reas get Mary Guibert (ur mab a voe ganet a-benn nebeut, Jeffrey hag a vo graet Jeff anezhañ diwezhatoc'h, hag hemañ diwezhañ da vonet war roudoù e dad pemp ble àrnugent goude).
 
Redeg a ra ar [[brud]], hag eñ da seniñ e-barzh tavarnioù ag ar choej. Engouestlet e voe get Elektra hag e bladenn gentañ a zeu er-maez a-benn nebeut (''Tim Buckley'' didro !). Ur penn-oberennig eo dija, o kemenn ar penn-oberennoù meur a zay diwezhatoc'h.... Ur [[mouezh|vouezh]] dibar ha kizidik da lakaat da leñvañ, ur [[sonerezh]] skañv met pinvidik ha rikamanet a-zoare avat, setu perzhioù dibar muzik ar paotr-se.