Istor Madagaskar : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 10 Kzu 2005 da 20:56

Treuztiriadoù bras an XIIIvet kantved

Dilestrañ

En XIIIvet kantved e talc'h Indoneziz niverus d'en em staliañ war aod reter Madagaskar betek an XIIIvet kantved. Diouzh tu aod ar c'hornôg e kendalc'h ivez treuztiriadegoù an Afrikaned en hevelep doare. Savet ez eus bet gant Arabed Kiloa diazezadurioù en inizi Komorez, met dibab a reont dilezel an enez vras. Hironed niverus, an Antalaoted, genidik eus Komorez, en em stailh war aod an norzh. Ganet diwar ur meskaj etre Arabed, Malgached hag Afrikaned e komzont ur yezh deveret eus ar Swahili. War aod ar biz en em stailh an Iharanaed, pobl mesket-tre met afrikan a orin dreist-holl. War aod ar gevred eo ar Zafied a daol o zroad. Kredet e vez e vefent diskennidi Ramiria hag hendadoù an Antambahoakaed hag an Antanosied. Etre an XIIIvet hag ar XIVvet kantved eo an Antemoroed en em stailh war aod ar gevred. Eus Komorez e teuont ha bevet o dije e bro Iharanaed a-raok gwriziennañ muoic'h er su. Peñseidi a bep seurt (Indeziz, Indoneziz, tud arabekaet ha Portugaliz goude-se) o deus bet krouet kêrioù en arvor ivez etre an XIIIvet hag ar XIVvet kantved. Fonnus int bet lonket gant ar boblañs tro-dro avat ha kollet eo bet ganto o merkoù identelezh a-gent.

Eus an arvor d'an argoad

Tamm-ha-tamm e krog darn eus pobladoù an arvor da drevadenniñ douaroù argoad an enez. Er gevred e vez krouet tiernelezh an Antandroyed gant ar Zafi-Manara ha hini ar Vasikoroed gant ar Zafi-Ndravola. Er reter e lakaer ar priñs antemoro Rambo da orin Tanalaed Ikongo. En em gavout a ra an Hovaed war an uhelgompezenn greiz war dreuzoù ar XVvet kantved.