Euskal Herria : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Daou bennad a vo: Euskadi hag Euskal Herria
Linenn 20:
*[[Euskadi]]
 
==Kumuniezh emren Euskadi==
Emañ Kumuniezh emren Euskadi e [[Norzh]] [[Rouantelezh]] [[Spagn]] war ribl ar [[Meurvor atlantel]]. E menezioù an [[aradennad kantabrik]] emañ, menezioù a reer Menezioù Euskadi anezho ivez. Er Gevred emañ harzoù Frañs, er Reter emañ Kumuniezh forel Nafarroa, er [[Su]] ar [[Rioja]] ha [[Kastilla-ha-Leon]] hag er C'hornôg kumuniezh Kantabria. <br/>
Hervez bonreizh ar Rouantelezh eo anavezet kumuniezh Euskadi evel unan eus [[broadelezh|broadelezhioù]] Spagn war diriadoù proviñsoù [[Araba]], [[Gipuzkoa]] ha [[Bizkaia]]. Dezho ur gorread a 7&nbsp;234 km², hag ur boblañs a 2 124 846 a annezidi (2005) gant ur stankter [[poblañs]] a 292,4 annezad/km². Emañ kêr-benn ar Gumuniezh e [[Gasteiz]] (spagnoleg : Vitoria) en Araba. Staliet eo [[gouarnamant]] Euskadi ha [[Breujoù]] ar Gumuniezh eno.<br>
 
Divyezhek eo an annezidi p'eo, hervez ar vonreizh, dever an holl Spagnoled gouzout spagnoleg, yezh ofisiel ar [[riez]], met 45% a oar komz euskareg, ur yezh ha na zeu ket eus al [[latin]] evel ar yezhoù all komzet en [[Iberia]]. Anavezet eo da bep annezad e Bro-Spagn ar gwir da implij yezhoù ar broadelezhioù er vuhez foran. Bez' ez eus [[skol|skolioù]] unyezhek e-lec'h ma vez implijet yezh ar vroadelezh lec'hel, reoù all unyezhek e spagnoleg ha reoù all gant spagnoleg hag ar yezh lec'hel.
 
[[ar:إقليم الباسك]]