Maastricht : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
SieBot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: lt:Mastrichtas
Kadbzh (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 5:
Dont a ra an anv eus al [[latin]] : e ''Mosae Traiectum'', pe ''Traiectum ad Mosam'' (tremen war ar [[Meuse]]), e oa bet savet ur pont gant ar [[Henroma|Romaned]] da vare an impalaer [[Aogust (impalaer)|Aogust]]. Daoust d’ar roudoù roman splann-se ez eus tabut etre Maastricht ha [[Nijmegen]] da c’houzout pehini eo « ar gêr goshañ en Izelvroioù ». Tud Nijmegen a lavar e voe anavezet gwirioù d’o c’hêr gant ar Romaned, tra ma ne voe anavezet gwirioù Maastricht evel kêr nemet er [[Krennamzer|Grennamzer]]. Sur eur koulskoude e oa annezet Maastricht, a-raok donedigezh ar Romaned, gant Kelted (Eburones).
 
Er [[Krennamzer|Grennamzer]], e oa renet Maastricht war un dro gant dug [[Brabant]] ha gant Priñs-Eskob [[LiègeLiej]]. Chom a reas an traoù e-giz-se betek aloubidigezh ar [[Bro-C'hall|C’hallaoued]] e [[1794]]. Goude-se, Maastricht a voe pennlec’h departamant ar [[Meuse-Inférieure]], betek [[1814]]. War-lerc’h faezhidigezh [[Napoleon]], en em gavas Maastricht e [[Rouantelezh Unanet an Izelvroioù]] e [[1815]]. Goude an disparti etre [[Belgia]] hag an [[Izelvroioù]] e voe resisaet an harzoù etre an div vro e [[1839]] gant [[Emglev Londrez (1839)|Emglev Londrez]] : Maastricht ha reter Limbourg, daoust dezho bezañ tostoc’h da Velgia e pep keñver, a voe lakaet en Izelvroioù. Abalamour m’emañ pell diouzh kreiz an Izelvroioù, en ur vroig paket etre Belgia hag Alamagn, eo chomet distag a-walc’h Maastricht diouzh ar peurrest eus an Izelvroioù, a-fet spered ha sevenadur.
 
Maastricht he deus roet hec’h anv d’ar [[Feur-emglev Maastricht|feur-emglev war Unaniezh Europa]], a voe sinet eno d’ar [[7 C'hwevrer|7 a viz C'hwevrer]] [[1992]].