Apollodoros Aten : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
hiraat
Linenn 2:
Ἀπολλόδωρος}} / ''Apollódôros'' e [[gregach]]) a oa ur [[yezhadurour]] [[hellazat]] en IIvet kantved kent JK. ''Apollodoros Aleksandria'' a vez graet anezhañ a-wechoù, dre ma oa ganet eno war-dro [[180 kent JK]], ha marvet war-lerc'h 120 kent JK. [[Asklepiades]] e oa anv e dad.
 
Diskibl e oa da Diogenes Babilon, Panaetius ar Stoikour, ha da [[Aristarc'hos Samotraki]] en [[Aleksandria]]. E [[-146|146 kent JK]] e kuitaas ar gêr-se, pe e tec'has anezhi, moarvat da vont da b-[[Pergam]], hag alese da Aten. Eno neuze e tremenas an darn vrasañ eus e vuhez, hag e savas skridoù a zeskadurezh. E-touez ar skridoù-se e oa dreist-holl ur gronologiezh e gwerzennoù iambek a yae eus mare [[brezel Troia]] betek ar bloavezh [[-144|144 kent JK]]
 
==E oberennoù==
*'''Kronika''' (''Χρονικά''), un istor Hellaz e gwerzennoù iambek a yae eus dibenn [[brezel Troia]] (XIIvet kantved kent JK) betek ar bloavezh [[-144|144 kent JK]], savet diwar labourioù koshoc'h [[Eratosthenes|Eratosthenes Cyrene]]. Ar bloavezhioù a ouzer abalamour d'an daveoù da [[arc'honed Aten]]. Ur bloavezh hepken e chome un arc'hon e karg, ha gant-se o deus gallet an istorourien resisaat eus peseurt bloavezh e veze graet anv gant Apollodoros. Dediet eo an oberenn da [[Attalus II Philadelphus]].
 
* ''Diwar-benn an Doueed'' (''Περι θεων''), un istor eus relijion Hellaz, a voe kemeret harp warnañ gant oberourien evel [[Philodemus]].
 
 
<!--
* A twelve-book essay about Homer's [[Catalogue of Ships]], also based on [[Eratosthenes|Eratosthenes of Cyrene]] and [[Demetrius of Scepsis]], dealing with Homeric geography and how it has changed along the centuries. [[Strabo]] relied greatly on this for books 8 through 10 of his own ''[[Geographica (Strabo)|Geographica]]''.
* Other possible works include an early [[wikt:etymology|etymology]] (possibly the earliest by an Alexandrian writer), and analyses of the poets [[Epicharmus of Kos]] and [[Sophron]].
* Apollodorus produced numerous other critical and grammatical writings, which have not survived.
 
-->
 
==Biblioteka==
Ken brudet e oa e zeskadurezh ma voe drevezet e oberenn, ha faziet a-wechoù diwar-benn ar skridoù savet gantañ. An dastumad mojennoù lakaet war e gont, hag anvet ''[[Biblioteka]]'', a vije bet skrivet kalz diwezhatoc'h : anv zo en oberenn eus ur skrivagner roman, ''Castor l'Annaliste'', a veve en amzer [[Cicero]], er Iañ kantved kent JK, pa oa marvet Cicero er bloaz [[-43|43 kent JK]].
 
[[Pseudo-Apollodoros]] eo a vez graet eus oberour ar ''[[Biblioteka]]''.
 
===Mammennoù all===
*[http://www.attalus.org/translate/chronicles.html Greek Chronicles in translation]