Klik dent : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Neal (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Neal (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 3:
Unan eus ar [[Kensonenn|c'hensonennoù]] e taolennoù ofisiel al [[LFE|lizherenneg fonetikel etrebroadel]] ganti un arouezenn ispisial eo ar [[Klik (yezhoniezh)|c'hlik]] [[Kensonenn dent|dre dent]] treuzskrivet [ǀ] hervez reolennoù al LFE, ganti an niverenn dave 177. Betek 1989 eveze skrivet {{IPA|[ʇ]}}.
 
Ur familh klikoù eo ar c'hlikoù dent implijet evel [[fonem|fonemoù]] en un nebeud [[familhoù-yezhoù yezh]] komzet en [[Afrika]] hag e [[luc'haj]] lidel an [[damineg]] komzet en [[Aostralia]] nemetken.
 
Kavet e vez stank klikoù dent er [[yezhoù koiek-sanek]] hag er [[yezhoù ngouniek]] komzet tro-war-dro bet levezonet gante, dreist-holl ar [[zouloueg]] hag ar [[xhosaeg]]. Er yezhoù ngouniek ("nguni") e vez skrivet ''c'' ar c'hlik dent [[Tenuis (yezhoniezh)|tenuis]]; ''gc'' ar c'hlik dent [[Mouezh sourrus|sourrus]]; ''ch'' ar c'hlik dent [[C'hwezhadur (yezhoniezh)|c'hwezhet]]; ''nc'' ar c'hlik dent [[Kensonenn dre fri|dre fri]]; ha ''ngc'' and ''nkc'' [[Rakfriadur|rakfriet]].