Gwerz Kêr Is : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Paotr (kaozeal | degasadennoù)
D +rummad
Benoni (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 7:
Kanet eo bet gant meur a ganer hengounel.

Testenn ar gwerz a c'heller kavout war wikiarroud, [http://wikisource.org/wiki/Gwerz_K%C3%AAr_Is amañ].

==Testenn==

Petra 'zo nevez e kêr Is

Ma'z eo ken foll ar yaouankiz,

Mar klevan-me ar binioù,

Ar vombard hag an telennoù.

E kêr Is n'eus netra nevez,

Met an ebatoù 'vez bemdeiz,

E kêr Is n'eus nemet traoù kozh,

Hag an ebatoù 'vez beb noz.

Bodennoù drez 'zo diwanet,

E dor an ilizoù serret,

Ha war ar baourien o ouelañ,

E kaser ar chas d'o drailhañ.

D'o c'hwezek vloaz an holl verc'hed

N'o deus Doue 'met ar pec'hed

Ha da ober e gurunenn

E roont o c'haerañ rozenn

Ahez, merc'h ar Roue Gralon,

Tan an ifern en he c'halon,

Er penn kentañ deus an diroll,

A gas ar gêr d'he heul da goll.

Sant Gwenole gant kalonad,

'Zo bet meur a wech 'kaout he zad,

Ha gant druez an den-Doue,

En deus lavaret d'ar Roue :

"Gralon, Gralon, lakaet evez,

D'an dizurzhioù a ren Ahez,

Rak tremenet 'vo an amzer,

Pa skwilho doue e gonner".

E-lec'h ma oa c'hoarzhadeg kent

E vo neuze skrignadeg dent

El lec'h ma oa kanaouennoù

E vo klevet skrijadennoù!

Hag ar Roue fur spouronet,

D'e verc'h en deus bet kelennet ;

Met diskaret gant ar gozhni,

N'deus mui a nerzh da stourm outi.

Ha skuizh gant rebechoù he zad,

Evit mont deus e zaoulagad

He deus graet gant drouksperejoù,

Ur palez kaer tost d'ar sklujoù.

Eno, gant hec'h amouroujen,

Emañ fenoz an abadenn,

Eno, en aour hag en perlez,

Evel an heol e par Ahez.

(C'hwec'h gwech hiroc'h eo ar gwerz)