Frañsez Laorañs : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn nevez : E-kreiz un dro-noz gedal war dachenn ar brezel, e voe gloazet Frañsez-Mari Laorañs en e zorn kleiz, ha kaset d’an ospital da vezañ graet war e dro. Diskleriañ a reas ar meze...
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 22 Her 2007 da 16:38

E-kreiz un dro-noz gedal war dachenn ar brezel, e voe gloazet Frañsez-Mari Laorañs en e zorn kleiz, ha kaset d’an ospital da vezañ graet war e dro. Diskleriañ a reas ar mezeg Buy en doa graet espres-kaer d’en em c’hloazañ evit gallout goul bezañ kaset d’ar gêr goude. Barnet e voe evit kement-se gant ul lez-varn a vrezel divrezhonek, anat deoc’h, ha dre ma ne gomze hemañ nemet brezhoneg, n’hellas ket en em zifenn evel zo dleet. Ne voe klasket jubennour ebet evel-just dezhañ da c’hallout displegañ ar pezh a oa c’hoarvezet. Kondaonet e voe d’ar marv abalamour « d’e zifoutregezh », ha fuzuilhet d’ar 14 a viz Here 1914.

Ar Stad a glaskas un ugent vloaz bennak goude, d’an 3 a viz Kerzu 1933, adreizhañ e vrud, rak hervezi e oa bet kondaonet hemañ « dre fazi ». Roet e voe ur sammad a 10 000 lur d’e dud gant ar Prefed a oa deuet espres-kaer da Velioneg. War an ton bras e voe graet al lid, hag aozet e voe ur bal kement hag echuiñ gant an devezh. Difennet e voe d'ar vroadelourien dont e kêr gant ar polis.

E-skeud an darvoudoù-se, e tennas an ti-kêr ar blakenn varmor e-lec’h ma oa skrivet anv holl re ar barrouz marvet e-kerzh ar brezel, adskrivet an holl anvioù-se war-eeun war ar monumant hervez urzh al lizherenneg, ha lakaet anv Frañsez Laorañs en o zouez.

Ar ganaouenn (komzoù hengounel, tapet diwar bladenn Gweltaz ar Fur)

E-men (p’lec’h) ‘mañ aet Frañsez Laorañs, E-men ‘mañ aet Frañsez Laorañs, E-men ‘mañ aet Frañsez Laorañs ? Aet eo da bell da servij Bro-Frañs. (2 X)

Demat deoc'h-c'hwi ma c'habiten, Demat deoc'h-c'hwi ma c'homandant. A Velioneg ‘ oan kaset amañ, Sañset difenn frontier mem (ma) bro En arvar gant an Alaman.

Serrit ho peg gant ho parlant, Lakit hor glaz a wiskamant ! Serrit ho peg, c'hwi, gant ho preg, Touzit ho penn, dav d'an talbenn ! C'hwi ' vo war-vlein ma rejumant.

* * *

Heñ 'n em gavas ‘n noz diwezhat, Gloazet e zorn, o koll e wad. Heñ 'n em gavas a-benn dor ur c'hamp, Hini hon tud pe enebour ? Ne gredas ket goulenn sikour !

D’ar Meurzh vintin pa voe kavet, ‘Ba’ 'n ur prizon, heñ ' voe kaset, 'Gaoz (’blamour) d'e borpant uniform gall, 'Gaoz d’e barlant 'n hini ar re 'rall (all) ! (2 X)

Arall (estren) e yezh, arall e vro, ‘Vel un treitour, heñ 'zo marv ! Heñ a dalc’has start ouzh an tenn, Betek ar fin, ya, hep kompren. (2 X)

Ha, c'hwi, lârit din mar karit, Ya, c'hwi, lârit din mar karit, Gwell 've bet huchal "Bevet Bro-C'hall !" Pa gouezhe e-dan seurt boledoù fall, Seurt boledoù ' oa boledoù gall !!