Timbroù Aden : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn nevez : thumb|left|140px|Timbr hanter-anna 1937 Er Reter-kreiz emañ Aden, bevennet gant ar Mor Indian, stok ouzh an Arabia. [[Skeudenn:Stamp Aden...
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 23 Her 2007 da 11:45


Er Reter-kreiz emañ Aden, bevennet gant ar Mor Indian, stok ouzh an Arabia.

Timbr hanter-anna 1937
timbr 1951 o tiskouez Steamer Point hag ur menez-tan

Timbroù India (saoz) zo bet implijet en Aden betek ma ‘z eo deuet da vezañ trevadenn ar Rouantelezeh Unanet d’ar 1añ a viz Ebrel 1937. N’eus bet merk ebet evit diforc’hañ anezho diouzh re India nemet an niverenn 124 er sielladur implijet er vro hepken.

Ur wech ma oa Aden un drevadenn ez eus bet moullet timbroù gant an titl “Aden” (betek 1964).

E 1963 ec’h emezel Aden da gKevredad Arabia ar Su. 29 timbr a vo embannet etre 1963 ha 1966 dindan an anv « Federation of South Arabia ».

E 1967 eo krouet Republik Demokratel ha Poblel Yemen ar Su (“People’s Democratic Republic of South Yemen”). Betek 1990 e vo embannet timbroù a-leizh, bras o ment, izel an dalvoudegezh alies, dindan an anv “Yemen PDR”.

Gwelet Timbroù Yemen ar Su

En e gichen emañ Rouantelezeh ar Yemen (“The mutawakelite kingdom of Yemen”), dizalc’h abaoe 1929. E 1963 ez eus roet un dermen d’ar roue hag embannet eo Republik Yemen an Hanternoz (“Yemen Arab Republic”). Timbroù gant al lizhiri YAR a gavomp eta.

Gwelet Timbroù Yemen an Hanternoz

Unvanet eo bet div lodenn ar Yemen e 1990. Dibaoe e vez embannet timbroù gant ar meneg “Republic of Yemen”.

Gwelet Timbroù Yemen

Sultaned Hadramaout

E 1939 e teu er-maez timbroù nevez en o zouez poltred Jorj VI, Roue ar Rouantelezh Unanet, met sultaned Hadramaout – anezho ur rannvro bet a-viskoazh dindan gwarez Aden abaoe 1880 – a gavas peadra da glemm ha da abegiñ. Evit doujañ ouzh hevelepted ha kizidigezh pennoù bras ar vro ez eus bet embannet gant ar Saozon e 1942 rummadoù timbroù warno penn ar sultaned hag ar menegoù Kathiri State of Seiyun pe Qu'aiti State of Shihr and Mukalla. An holl dimbroù-se a veze mat koulz evit lizhiri kaset en Aden hag en “Aden Protectorate”. An daou sultanat a yelo d’ober gant Aden, Kevredad Arabia ar Su e 1963. Kendalc’het e vo an embann timbroù ganto avat, mui sultanat Mahra a sav e re e 1967-1968.

Meneg war an timbroù :

  • 1942-1953 : Aden - Qu'aiti State of Shihr and Mukalla
  • 1955 – 1963 : Aden - Qu'aiti State in Hadhramaut
  • 1966 : timbroù Seiyun soulgarget “South Arabia”
  • 1966-1968 : Qu'aiti State in Hadhramaut (Kevredad Arabia ar Su)
  • 1942-1964 : Aden - Kathiri State of Seiyun
  • 1966 : timbroù Seiyun soulgarget “South Arabia”
  • 1966-1968 : Kathiri State of Seiyun
  • 1967-1968 : “Mahra” pe “Mahra State South Arabia”
 
Kathiri state of Seiyun, 1942
 
Timbr Aden 1939

Liammoù

Aden Postal Stamps