Timbroù Aden : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 28:
 
E [[1939]] e teu er-maez timbroù nevez en o zouez poltred [[Jorj VI]], Roue ar [[Rouantelezh Unanet]], met sultaned Hadramaout – anezhi ur rannvro bet dindan gwarez Aden abaoe 1880 – a gavas peadra da glemm ha da abegiñ. Evit doujañ ouzh hevelepted ha kizidigezh pennoù bras ar vro ez eus bet embannet gant ar Saozon e [[1942]] rummadoù timbroù warno penn ar sultaned hag ar menegoù [[Seiyun|Kathiri State of Seiyun]] ha [[Qu'aiti|Qu'aiti State of Shihr and Mukalla]]. An holl dimbroù-se a veze mat koulz evit lizhiri kaset en Aden hag en “Aden Protectorate”.
An daou sultanat a yelo d’ober gant [[Aden]] [[Kevredad Arabia ar Su]] e [[1963]]. Kendalc’het e vo an embann timbroù ganto avat, heuliet gant sultanat [[Mahra]] a sav e re e 1967-1968.
 
Hiriv e vez graet gant timbroù Republik ar Yemen.