Diforc'hioù etre adstummoù "Frañsez Laorañs"

122 okted ouzhpennet ,  14 vloaz zo
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
E-kreiz un dro-noz gedal war dachenn ar brezel[[Brezel-bed Kentañ]] , e voe gloazet [['''Frañsez-Mari Laorañs]]''' en e zorn kleiz, ha kaset d’an ospital da vezañ graet war e dro. Diskleriañ a reas ar mezeg Buy en doa graet espres-kaer d’en em c’hloazañ evit gallout goul bezañ kaset d’ar gêr goude. Barnet e voe evit kement-se gant ul lez-varn a vrezel divrezhonek, anat deoc’h, ha dre ma ne gomze hemañ nemet brezhoneg, n’hellas ket en em zifenn evel zo dleet. Ne voe klasket jubennour ebet evel-just dezhañ da c’hallout displegañ ar pezh a oa c’hoarvezet. Kondaonet e voe d’ar marv abalamour «  d’e zifoutregezh  », ha fuzuilhet d’ar [[14 a viz Here]] [[1914]].
 
Ar Stad a glaskas un ugent vloaz bennak goude, d’an [[3 a viz Kerzu]] [[1933]], adreizhañ e vrud, rak hervezi e oa bet kondaonet hemañ «  dre fazi  ». Roet e voe ur sammad a 10 000 lur d’e dud gant ar [[Prefed]] a oa deuet espres-kaer da [[Melioneg|Velioneg]] d'ar [[5 aviza viz Eost]] [[1934]]. War an ton bras e voe graet al lid, hag aozet e voe ur bal kement hag echuiñ gant an devezh. Difennet e voe da vroadelourien [[Breiz Atao]] dont e kêr gant ar polis.
 
E-skeud an darvoudoù-se, e tennas an ti-kêr ar blakenn varmor e-lec’h ma oa skrivet anv holl re ar barrouz marvet e-kerzh ar brezel, adskrivet an holl anvioù-se war-eeun war ar monumant hervez urzh al lizherenneg, ha lakaet anv '''Frañsez Laorañs''' en o zouez.
 
==Ar ganaouenn==
([[kanaouenn]] komzoù hengounel, tapet diwar bladenn [[Gweltaz ar Fur]])
 
:E-men (p’lec’h) ‘mañ aet [[Frañsez Laorañs]],
:E-men ‘mañ aet Frañsez Laorañs,
:E-men ‘mañ aet Frañsez Laorañs ?
:Pa gouezhe e-dan seurt boledoù fall,
:Seurt boledoù ' oa boledoù gall !!
 
[[rummad:Kanaouennoù brezhonek]]
[[rummad:Brezel-bed Kentañ]]
12 367

modifications