Frañsez Laorañs : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Arko (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
E-kreiz un dro-noz gedal war dachenn ar [[Brezel-bed Kentañ]] , e voe gloazet '''Frañsez-Mari Laorañs''' en e zorn kleiz, ha kaset d’an ospital da vezañ graet war e dro. Diskleriañ a reas ar mezeg Buy en doa graet espres-kaer d’en em c’hloazañ evit gallout goul bezañ kaset d’ar gêr goude. Barnet e voe evit kement-se gant ul lez-varn a vrezel divrezhonek, anat deoc’h, ha dre ma ne gomze hemañ nemet brezhoneg, n’hellas ket en em zifenn evel zo dleet. Ne voe klasket jubennour ebet evel-just dezhañ da c’hallout displegañ ar pezh a oa c’hoarvezet. Kondaonet e voe d’ar marv abalamour « d’e zifoutregezh », ha fuzuilhet d’ar [[14 Here|14 a viz Here]] [[1914]].
 
Ar Stad a glaskas un ugent vloaz bennak goude, d’an [[3 Kerzu|3 a viz Kerzu]] [[1933]], adreizhañ e vrud, rak hervezi e oa bet kondaonet hemañ « dre fazi ». Roet e voe ur sammad a 10 000 lur d’e dud gant ar [[Prefed]] a oa deuet espres-kaer da [[Melioneg|Velioneg]] d'ar [[5 Eost|5 a viz Eost]] [[1934]]. War an ton bras e voe graet al lid, hag aozet e voe ur bal kement hag echuiñ gant an devezh. Difennet e voe da vroadelourien [[Breiz Atao]] dont e kêr gant ar polis.
 
E-skeud an darvoudoù-se, e tennas an ti-kêr ar blakenn varmor e-lec’h ma oa skrivet anv holl re ar barrouz marvet e-kerzh ar brezel, adskrivet an holl anvioù-se war-eeun war ar monumant hervez urzh al lizherenneg, ha lakaet anv '''Frañsez Laorañs''' en o zouez.
 
==Ar ganaouenn==