Fest-noz : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Astenn
Astenn 2
Linenn 16:
Pa oa Loeiz Roparz o chom e [[Kemper]] hag o seveniñ kargoù e [[kevredigezh]]ioù a zalc'he da gendelc'her gant ar [[brezhoneg]] ha gizioù hengounel Breizh e reas lañs da [[embregadur]] dansoù Breizh er-maez eus ar c'helc'hioù keltiek.

D'an [[26 Kerzu|26 a viz Kerzu]] [[1957]] e oe dalc'het ar fest-noz kentañ e kêr ha digor d'an holl e-barzh ar [[Koc'hu|c'hohu]] nevez savet e Kemper.

Ar perzh pennañ ar fest-noz modern eo al [[leurenn]] m'emañ staliet warni an [[embregour]]ien (sonerien ha kanerien) ken ez eus blaz un [[arvest]] sonerezh, ur [[sonadeg]], evit an dud ne gredont ket mont da zañsal. Ar perzh all eo n'eo ket mui ur gumuniezh lec'hel a glask e blijadur asamblez, met kumuniezh ledan ar re o deus desket dañsal e lec'h pe lec'h hag kervez giz pe c'hiz. Ouzhpenn dañsoù ar menezioù ([[kavotenn]], [[pachpi]], da gentañ holl) e teuas tamm ha tamm boasar boaz dañsal hervez gizioù[[giz]]ioù broioù all Breizh ([[Bro-Wened]] ([[an-dro]], [[hanter-dro]], [[laride]]) ha pelloc'h).

==Berzh ar fest-noz evel fenomenn sokial==
Deuet eo ar festoù-noz da vezañ ur [[fenomenn]] sokial a-bouez e Breizh e dibenn ar bloavezioù [[1960]] e Breizh pa rajont berzh er-maezh eus metoù al luskadoù a rae gant kendalc'h ar c'hustumoù. Diorren [[skol-veur|skolioù-meur]] Breizh a zo bet efedus-tre pa veze ar studierien dedennet doareoù marc'had-mat evit en diduiñ. Merzet eo bet e oe degaset gant menozhioù nevez [[Mae 1968]] ur spered digoroc'h e-keñver modoù-bevañ ar gouerien (sellet ouzh kumuniezhoù tud aet da [[sevel loened]] e [[Tolzenn-Greiz|menezioù kreiz Bro-C'hall]]) ha d'o kustumoù hengounel.

Pa tarzhas berzh [[Alan Stivell]] a renevezas [[sonerezh Breizh]] gant [[ritm]]où ha benvegoù-seniñ modern e [[1971]] e oe roet ul lañs nevez d'ar festoù-noz. Aozet e oent gant meur a gevredigezh lec'hel e pep korn Breizh. Koulskoude e oent niverusoc'h-niverusañ e-korf ar mizioù-[[hañv]] pa 'z eius [[Brezhoned]] deuet da [[vakañs]]iñ ha [[touristerezh|touristed]] prest da gemer perzh en [[diduamant]]où lec'hel.

==Emdroad ar festoù-noz==
Er bloavezioù [[1960]] ha [[1970]] e chome blaz ar spered [[emsav]]el e meur a fest-noz. Festoù-noz evit bezañ [[kengred]] gant [[stourm politikel|stourmoù politikel]] ha [[stourm sokial|sokial]] a veze aozet e-leizh. Harpet e oe kresk [[Diwan]] gant ar c'hreskad pae a veze goulennet evit ar [[mont-tre]] ("''un franc pour Diwan''" - "ul lur evit Diwan").

Er bloavezioù 1990 e weljod ur c'hresk bras e darempredoù festoù-noz zo e-pad an hañv (3 000 den ha muioc'h). Er memes mare e teuas war wel strolladoù kanerien ha sonerien yaouank a degasas ar [[sonerezh elektronek]] er sonioù kozh ("[[Ar Re yaouank]]", da skouer).

Er festoù-noz bras e selaouer meur a [[stil]] sonerezh war al leurenn : bagadoù sonerezh gant [[binioù-bras]], sonerezh elektronek, koubladoù [[bombard]] ha [[binioù-kozh]], kanerien ([[kan-ha-diskan]] peurvuiañ). Chom a ra ar festoù-noz un obererezh embreget e pep lec'h e Breizh, ur perzh dibar dezhi ha d'ar Vrezhoned.

==Ar cyber festoù-noz o lakaat dañsou Brezh da vezañ hollvedel==
D'an [[20 C'hwevrer|21 a viz C'hwevrer]] [[1999]] e oe savet e [[Kemper]] ar [[cyber fest-noz]] kentañ a zo ar "fest-brasañ er bed" hervez an [[embregerezh]] aozer, [[An Tour-Tan]]. Gant harp kalvezel [[France-Télécom]] eo bet kaset war an [[Internet]] skeudennoù ha sonerezhioù ar fest-noz a oe dalc'het er "Pavilhon", [[sal-arvestoù]] brasañ ar gêr. 3 000 den a zeuas evit dañsal ha 20 000 [[lugadur]] a oe kontet. Kreskiñ a reas niver al lugadurioù er bloavezioù war lerc'h koulz hag lec'hioù ar bed ma oe aozet festoù-noz enno ([[Beijing]], [[Bourdel]], [[Danmark]], [[Kaledonia-Nevez]], [[Lyon]], [[Kêr-Vec'hiko]], [[Nevez-York]], Ar Réunion, etc...). E 2006 e oe skignet skeudennoù e perzh ar skinwel da war-dro 145 000 den kenluget.

==Sellet ivez==
* [[Cyber fest-noz]]
* [[Dañs Breizh]]
* [[Kan-ha-diskan]]
* [[Loeiz Roparz]]
* [[Sonerezh Breizh]]

[[rummad:Sevenadur Breizh]]