Fest-noz : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Reizh. ha liammoù
Linenn 1:
{{LabourAChom}}

Ar '''fest-noz''' zo ur [[gouel]] poblek gant [[sonerezh hengounel|sonerien]] ha [[dañs hengounel|dañserien]] hengounel ha dalc'het diouzh an noz. Ar fest poblek a zo bet c'hoarvezet evit dudi ar gouerien a zo bet renevesaet ar bloavezioù 1950 hag hiziv e vez dalc'het meur a fest-noz e [[Breizh]] hag e lec'hioù all evit lakaat [[sevenadur]] Breizh da vevañ. Un degouezh evit kanañ ha dañsal eo da gentañ holl ha n'eo ket da vezañ mesket gant ar [[beilhadeg|veilhadegoù]] ma vez selaouet enno ouzh kontadennoù[[kontadenn]]où, danevelloù hag prantadoù kanañ nemetken.

==Ar festoù-noz gwechall e Breizh==
Gwechall e veze ar [[sonerezh poblek|sonerien]], ar ganerien hag ar [[kontadenn|gonterien]] darn ar [[kumuniezh|gumuniezh]] lec'hel er [[kêriadenn|c'hêriadennoù]] er-maez m'edont o reiñ [[dudi]] dezhi. P'eo ar bobl vrezhon brudet a-gozh evit bezañ entanet gant an dañs e veze-hi embreget a-zevri evel moiaen pennañ kaout plijadur a-stroll. Dre son ar [[benveg-seniñ|benvegoù-seniñ]] e vez dañset, nemet e pastelloù-bro ma veze dañset nemet diouzh ar c'hanaouennoù.
Diouzh ar sevenadur dre gomz poblek e veze tennet komzoù ar c'hontadennoù, met [[barzhoniezh]] ar c'hanaouennoù a veze aozet pe gant hiniennoù [[donezon]]et evit ar [[primsavadenn]]où pe gant skrivagnerien o doa desket ar werzadurezh.Ha pa vije kemmet tra pe dra er c'hanaouennoù, ne c'heller krediñ e vijent savet diouzh spered ar bobl e-unan evel m embanne ar [[romantelezh|romantelourien]] hag an dastumerien gentañ evel [[Teodor Kervarker|Teodor a Gervarker]] ha [[George Sand]], houmañ ijinerez an dro-lavar [[lennegezh dre gomz]].

Dre vras e c'hoarveze ar festoù-noz e [[degouezh]]ioù pennañ buhez ar gouerien : dibennoù mareoù ar prantadoù[[prantad]]où labour bras : an [[here]], an [[eost]], fardañ al [[leur-dornañ|leurioù dornañ]] nevez hag e-doug ar [[pardon]]ioù a oa niverus ivez...

==Diskar ar sevenadur de gomz ha ar festoù hengounel e Breizh==
Goude ar [[Brezel-bed kentañ]] e krogas ar gouerien vrezhon treiñ o evezh war-du gizioù ar c'hêrioù evel dañsal [[dañs-saloñs|dañsoù embreget e kêrioù Bro-C'hall]] ([[vals]], [[polka]], [[cha-cha-cha]], [[french cancan]]...) dre son ar benvegoù-seniñ nevez-deuet er vro ([[akordeoñs]], [[violoñ]], [[klarinell]]). Salioù-dañs a oe digoret gant [[tavarn]]ourien ha [[kenwerzh]]erien nevez. Kouezhañ a reas [[boaz]] sevel festoù-noz er-maezmaezh dre ma veze gizioù ha kustumoù[[kustum]]où ar c'hêrioù o astenn o [[levezon]]. Diorren ar radio[[skingomz]] e-touez ar re binvidikañ hag en ostalerioù a silas tonioù[[ton]]ioù nevez e [[divskouarn]] tud ar [[bourc'h]]ioù hag ar maez. ErWar-dro ar bloavezioù [[1930]] e yeas da get festoù ar prantadoù-labour.

==Ar festoù-noz modern==
Pa rae e reuz an [[Eil Brezel-bed]] e oe addalc'het ar festoù-noz e kornioù zo e Breizh, e [[Kreiz-Breizh]] dreist-holl. Dre-se e oe didorret chadenn treuzkas hengounioù poblek e-keñver ar sonerezh hag an dañs.

Niverusoc'h e chome tud ar [[Menezioù Du]] ha re [[Menez Are]] a zalc'he koun eus ar pezh a vez graet a-raok ar Brezel-bed kentañ ha pa vijent chomet un ugentad bloavezhioù pe vuioc'h hep o embregañ.

Goude ar brezel, dindan atiz un nebeut [[Poullaouen]]iz, [[Loeiz Roparz]] en o zouez, e kendalc'has annezidi ar gumun en em vodañ er vourc'h evit delc'her festoù-noz mod-nevez distag ouzh deiziadur labourioù ar gounezerezh. Savet e oe [[Kelc'h keltiek Poullaouen]] a veze darempredet koulz gant tud yaouank ha tud oadet a vourre dañsal e mod ar menezioù, an dañs dre son mouezhioù an holl dañserien o tispakañ ar [[kan-ha-diskan|c'han-ha-diskan]].

Pa oa Loeiz Roparz, hemañ kelenner o chom e [[Kemper]] hag o seveniñ kargoù e [[kevredigezh]]ioù a zalc'he da gendelc'her gant ar [[brezhoneg]] ha gizioù hengounel Breizh, eeñ a reas lañs da [[embregadur]] dansoù Breizh er-maez eus ar c'helc'hioù keltiek.

D'an [[26 Kerzu|26 a viz Kerzu]] [[1957]] e oe dalc'het ar fest-noz kentañ e kêr ha digor d'an holl e-barzh ar [[Koc'hu|c'hohu]] nevez savet e Kemper.

Ar perzhPerzh pennañ ar fest-noz modern eo al [[leurenn]] m'emañ staliet warni an [[embregour]]ien (sonerien ha kanerien) ken ez eus blaz un [[arvest]] sonerezh, ur [[sonadeg]], evit an dud ne gredont ket mont da zañsal. Ar perzh all eo n'eo ket mui ur gumuniezh lec'hel a glask e blijadur asamblez, met kumuniezh ledan ar re o deus desket dañsal e lec'h pe lec'h hag kervez giz pe c'hiz. Ouzhpenn dañsoù ar menezioù ([[kavotenn]], [[pachpi]], da gentañ holl) e teuas tamm ha tamm ar boaz dañsal hervez [[giz]]ioù broioù all Breizh ([[Bro-Wened]] ([[an-dro]], [[hanter-dro]], [[laride]]) ha pelloc'h).

==Berzh ar fest-noz evel fenomenn sokial==
Deuet eo ar festoù-noz da vezañ ur [[fenomenn]] sokial a-bouez e Breizh e dibenn ar bloavezioù [[1960]] e Breizh pa rajont berzh er-maezh eus metoù al luskadoù a rae gant kendalc'h ar c'hustumoù. Diorren [[skol-veur|skolioù-meur]] Breizh a zo bet efedus-tre pa veze ar studierien dedennet doareoù marc'had-mat evit en diduiñ. Merzet eo bet e oe degaset gant menozhioù nevez [[Mae 1968]] ur spered digoroc'h e-keñver modoù-bevañ ar gouerien (sellet ouzh kumuniezhoù tud aet da [[sevel loened]] e [[Tolzenn-Greiz|menezioù kreiz Bro-C'hall]]) ha d'o kustumoù hengounel.

Pa tarzhas berzh [[Alan Stivell]] a renevezas [[sonerezh Breizh]] gant [[ritm]]où ha benvegoù-seniñ modern e [[1971]] e oe roet ul lañs nevez d'ar festoù-noz. Aozet e oent gant meur a gevredigezh lec'hel e pep korn Breizh. Koulskoude e oent niverusoc'h-niverusañ e-korf ar mizioù-[[hañv]] pa 'z eiusvez [[Brezhoned]] deuet da [[vakañs]]iñ er vro ha [[touristerezh|touristed]] prest da gemer perzh en [[diduamant]]où lec'hel.

==Emdroad ar festoù-noz==
Er bloavezioù [[1960]] ha [[1970]] e chome blaz ar spered [[emsav]]el e meur a fest-noz. Festoù-noz evit bezañ [[kengred]] gant [[stourm politikel|stourmoù politikel]] ha [[stourm sokial|sokial]] a veze aozet e-leizh. Harpet e oe kresk [[Diwan]] gant ar c'hreskad pae a veze goulennet evit ar [[mont-tre]] ("''un franc pour Diwan''" - "ul lur evit Diwan").

Er bloavezioùbloavezhioù [[1990]] e weljod ur c'hresk bras e darempredoù[[darempred]]où festoù-noz zo e-pad an hañv (3 000 den ha muioc'h). Er memes mare e teuas war wel strolladoù kanerien ha sonerien yaouank a degasas ar [[sonerezh elektronek]] er sonioù kozh ("[[Ar Re yaouank]]", da skouer).

Er festoù-noz bras e selaouer meur a [[stil]] sonerezh war al leurenn : bagadoù[[bagad]]où sonerezh gant [[binioù-bras]], sonerezh elektronek, koubladoù [[bombard]] ha [[binioù-kozh]], kanerien ([[kan-ha-diskan]] ha kanerien mod Bro-Wened peurvuiañ). Chom a ra ar festoù-noz un obererezh embreget e pep lec'h e Breizh, ur perzh dibar dezhi ha d'ar Vrezhoned e peseurt bro ma chomont ennañ.

==Ar cyber festoù-noz o lakaat dañsou BrezhBreizh da vezañ [[hollvedelezh|hollvedel]]==
D'an [[20 C'hwevrer|21 a viz C'hwevrer]] [[1999]] e oe savet e [[Kemper]] ar [[cyber fest-noz]] kentañ a zo ar "fest-brasañ er bed" hervez an [[embregerezh]] aozer, [[An Tour-Tan]]. Gant harp kalvezel [[France-Télécom]] eo bet kaset war an [[Internet]] skeudennoù[[skeudenn]]où ha sonerezhioù ar fest-noz a oe dalc'het er "Pavilhon", [[sal-arvestoù]] brasañ kêr. 3 000 den a zeuas da zañsal ha 20 000 [[lugadur]] a oe kontet. Kreskiñ a reas niver al lugadurioù er bloavezhioù war-lerc'h koulz hag e lec'hioù ar bed ma oe aozet festoù-noz enno ([[Beijing]], [[Bourdel]], [[Danmark]], [[Kaledonia-Nevez]], [[Lyon]], [[Kêr-Vec'hiko]], [[Nevez-York]], Ar Réunion, etc...). E [[2006]] e oe skignet skeudennoù e perzh ar skinwel da war-dro 145 000 den kenluget. E miz Here [[2007]] e oe kaset ar cyber fest-noz e [[Pariz]] da goulz [[skorad bruderezh]] [[Rannvro Breizh]], anvet ar "Breizh Touch".

==Sellet ivez==