Geriadurouriezh ar brezhoneg : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
→‎[[XXvet kantved]]: Geriadur R. Le Gléau
Linenn 24:
*''Grand dictionnaire français-breton'' gant [[Frañsez Vallée]] ([[1931]]), gant skoazell [[René Le Roux]] ([[Meven Mordiern]]) hag [[Émile Ernault]]. Diazezet eo ivez al labour war ur rouedad titourerien. Ur pezh mell labour eo, pinvidik-meurbet. Klasket en deus tizhout daou bal : renabliñ holl binvidigezhioù ar brezhoneg (ur bern troiennoù ha stummoù lec'hel) ha kaout respont da ezhommoù e amzer en ur ginnig gerioù nevez.
*[[Roparz Hemon]],'' Dictionnaire breton-français ha Dictionnaire français breton'', [[Al Liamm]]. Meur a embannadur a zo deuet er-maez dindan atebegezh an ti-embann Al Liamm hag e rener [[Ronan Huon]]. Kresket int bet war-dro 1980 gant skoazell Kreizenn vroadel al Lennegezh dindan an titl ''Nouveau dictionnaire breton-français'' ha Nouveau dictionnaire français-breton. E 2002 ec'h embannas asambles Al Liamm hag [[an Here]] an ''Dictionnaire Breton/Français-Français-breton An Here-Al Liamm'' (ISBN 2-86843-237-9) gant anvioù oberour Roparz Hemon ha Ronan Huon. Ur pouez bras o deus bet ar geriadurioù-se evit diorroadur ar brezhoneg en e stumm peurunvan pa z'int bet gwerzhet a-dekmiliadoù d'an deraouidi e-pad hanter-kant vloaz. Ar si zo enno eo an diouer a skouerioù ha bezañ chomet alies hep merkañ an araogenn ret evit displegañ ar verboù. '''Geriadurioù diazez ar yezh klasel eo geriadurioù Hemon'''.
*''Dafar ar yezh Arnevez'' gant [[Preder]] en deus kinniget ur yoc'h a c'herioù eus ar gevredigezh arnevez a rae diouer d'ar brezhoneg. Aet int d'ober geriadurioù liesyezhek :
GERIADUR AR BREDELFENNEREZH, Guy Etienne, e peder yezh : galleg, alamaneg, saozneg, brezhoneg.
GERIADUR AN ARMERZH, AR C'HENWERZH HAG AN ARC'HANT
Yann-Baol An Noalleg, e div yezh : galleg, brezhoneg.
GERIADUR AR STLENNEG, Guy Etienne, e teir yezh : galleg, saozneg, brezhoneg.
GERIADUR AR GORFADUREZH, Guy Etienne, e teir yezh : galleg, latin, brezhoneg.
GERIADUR AR MEDIAOÙ, Pascal Le Moal, Guy Etienne, e teir yezh : galleg, saozneg, brezhoneg.
* e 1980 ha 1983 e voe embannet geriadurioù-dorn gant [[Imbourc'h (kelaouenn)]] diwar fichennoù "[[Kis-Saded]]"-[[Preder]] ha gerioù arnevez all goveliet gant skrivagnerion ar gelaouenn-se, pergen [[Youenn Olier]].
*''Dictionnaire breton breton-français/français-breton'', Garnier, [[1986]]. Embannet dindan renerezh [[Per-Jakez Helias]] hag [[Emgleo Breiz]] gant skoazell Kreizenn vroadel al Lennegezh. Skrivet e brezhoneg ha diazezet war bennaennoù [[Emgleo Breiz]] : brezhoneg gant nebeut a nevezc'herioù ha perifrazennoù ma vez tro. Ne gav ket da Per-Jakez Helias en e rakskrid ez eus geriadurioù e gwerzh en e vare padal e veneg "geriaouegi" (re Hemon ha Seite moarvat) re dreut o c'heusteurenn. Ha gwir eo e oa diouer bras eus geriadurioù gant troioù-lavar. Dre vras ec'h adkemer ar geriadur-mañ geriadur bihan [[Roparz Hemon]], klokaet gant troioù-lavar [[Jul Gros]]. Ne gaver ket ennañ nemeur geriaoueg ar vuhez a-vremañ.
*[[René Le Gléau]] ''Dictionnaire classique français-breton'', 10 levrenn, etre [[1983]] ha [[1994]], 4 064 pajenn, embannet gant [[Al Liamm]]. Diazezet dreist-holl war an danvez skrivet an XIXvet kantved ha penn kentañ an XXvet. Perzh pennañ ha talvoudusañ al labour-mañ eo ar skouerioù niverus a ro, hag ivez an notennoù yezh a c'hall bezañ evit [[pennger]]ioù 'zo.
*[[Jil Ewan]], [[Marc'h-Kleur]] ha [[Youenn Olier]] a gempennas e ti [[Imbourc'h (kelaouenn)]] daou c'heriadur a-bouez war ar yezh arnevez : unan Galleg-brezhoneg a 324 pajennad a gloka mat dek levrenn ''geriadur René Le Gléau'' (da notin ivez ur pennad a-bouez gant Youenn Olier e dibenn ar geriadur-se war arver ar gerioù arnevez e-kenver ar gerioù klasek). Al lodenn Brezhoneg-galleg a 346 pajennad a zeuas er-maez er bloaz 2000.
*[[Frañsez Favereau]], ''Dictionnaire du breton contemporain=Geriadur brezhoneg a-vremañ'', [[Skol Vreizh]], [[1992]] (adembannet 3 gwech). Klokoc'h eget hini Garnier pa endalc'h nevezc'herioù koulz ha troioù-lavar poblel pennaouet en testennoù hag o selaou tud Poc'hêr. Skrivet eo ar penngerioù en doare-skrivañ etreranyezhel heuliet gant dibennoù ar peurunvan hag ar "skolveurieg"". Embannet ez eus bet e [[1999]] un doare skañvaet ha ne dispake nemet penngerioù e peurunvan. Degasadenn vras geriadur Frañsez Favereau eo bet kinnig skouerioù tennet eus ar yezh komzet, ul live yezh a oa chomet er-maez eus ar geriadurioù brezhonek betek neuze (war-bouez geriadur bras Vallée). Ar si zo ennañ eo e zoare kinnig luziet (doareoù-skrivañ bodet, diouer a urzhaz er pennadoù) ha bezañ dispartiet ar skouerioù eus o zroidigezh. Klasket ez eus bet renabliñ ennañ kement troienn pe c'herienn desteniekaet met n'eus ket bet klasket respont da holl ezhommoù ar vuhez vodern evel m'o doa graet Hemon pe Vallée.