Diforc'hioù etre adstummoù "Kenderv"

442 okted ouzhpennet ,  13 vloaz zo
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
'''Kenderv''' un den eo mab e [[eontr]] (pe ''yontr'') hag e voereb, eus e savpoent. Eus savpoent e dad pe e vamm e vo graet '''niz''' pe '''nizez''' eus ar memes den.
 
==Stummoù all ar ger==
'''Kendirvi''' eo ar furm lies; '''keniterv''' (''kenitervez'' e doare [[Treger]]) ar furm wregel.
 
==Kendirvi==
Komzet e vez ivez eus '''kendirvi-gompez''', pa gomzer eus kerentiezh etre bugale diwar breudeur pe c'hoarezed.
 
'''Kendirvi bell''' eo ar gerent a zo bugale da gendirvi.
 
Pa gomzer eus pobloù e lavarer a-wechoù int breudeur, pe gendirvi. A-wechoù e lavarer diwar-benn Iwerzhoniz int '''kendirvi''' d'ar Vretoned, evel ma lavarer diwar-benn Kembreiz ez int [[breudeur]].
 
==Kendirvi brudet==
*[[Euristeüs]], kenderv da [[Herakles]], a roas dezhañ [[daouzek trevell]] da ober.
*[[Elisbed]], mamm [[Yann ar Badezour]], a oa keniterv da [[Mari]], mamm [[Jezuz]]. Lavaret e vez ivez e oa kenderv Yann Da Jezuz.
*[[Salaün]], roue [[Breizh]], a lazhas e genderv [[Erispoe]].
*'''Pons''', penntudenn ar romant ''Le Cousin Pons'', gant [[Honoré de Balzac]].
187 844

modifications