Rouantelezh Kent : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 29:
 
==An {{VIIIvet kantved}}==
 
[[Image:Egbert of Wessex map.jpg|left|350px]]
 
Ar roue meur diwezhañ e voe Withred. Goudezañ e voe renet Kent gant meur a roue alies, daoust m'o-doe an dra-se en un doare peoc'hek. E [[764]] e yeas ar vro da sujet da [[Offa Mercia]]. O zitl a viras rouaned Kent da gentañ met er bloavezhioù 770 e esaeas Offa da ren ar vro gantañ e unanig. Abeg un emsavadeg e voe an dra-se ha trec'h e voe tud Kent, war a seblant, en un umgann e-kiche [[Otford]] e [[776]]; Reiñ a reas an trec'h-se tro d'ar vro da chom frank un nebeut bloavezhioù rak, war a seblant, [[Egbert II Kent]] hag [[Ealhmund Kent]] a oa barrek da ren en un doare dizalc'h. Ne badas ket, avat, hag adsevel a reas e aotrouniezh Offa e [[785]].