Deutschlandlied : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
'''''Das Lied der Deutschen''''' (''Kan an Alamaned'') pe '''''Deutschlandlied''''' ('' Kan Alamagn '') zo ur c'han alamanek, ha deuet eo komzoù an trede poz anezhañ da vout [[kan broadel]] [[Alamagn]].
 
Savet e oa bet ar skrid gant ar barzh ha yezhour republikan alaman [[August Heinrich Hoffmann von Fallersleben]] ([[Wolfsburg|Fallersleben]]) e [[1841]], pa oa harluet en enezeg [[Helgoland]], e [[Mor an Hanternoz]], a oa (dalc'het gant ar Saozon da neuze).

Graet een oadoa daar varzhoneg e-doare ma vezañvije kanet war un ton savet gant ar sonaozour [[Joseph Haydn]] e [[1797]] evit binvioù gant kerdin .
 
==Istor==
===Orin===
Un ton kroat[[Kroat]] e oa an ton a orin, ha kemeret e oa bet gant Haydn ha kempennet da sevel ur c'han deiz-ha-bloaz da [[Impalaer Aostria]] [[Frañsez Iañ ]], hag ennañ e oa ar gerioù-mañ : ''Gott erhalte Franz den Kaiser'' (Doue da viro an Impalaer Frañsez). War-lerc'h se e voe lakaet da gan broadel Impalaeriezh Aostria gant ar gerioù-mañ ''Gott erhalte, Gott beschütze/ Unsern Kaiser, unser Land ...'' (Doue da viro, Doue da ziwallo / Hon Impalaer, hon bro ...) betek dibenn an Impalaeriezh en 1918.
Evel kan an Alamaned ez eo anavezet peurvuiañ abalamour da linenn gentañ ar poz kentañ '''''Deutschland, Deutschland über alles''''' (Alamagn dreist pep tra ...). Koulskoude ne vez ket kanet ar poz-se nemeur ken, ha displeget e vo perak.