Hor Yezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot Ouzhpennet: ca:Hor Yezh
Liammoù
Linenn 1:
[[Rummad:kelaouenn yezhoniezh vrezhonek]]
 
Ur [[embannerezh vrezhonek|gelaouenn vrezhonek]] trimiziek diwar-benn ar [[brezhoneg]], ar [[yezhoù keltiek]] hag o [[yezhoniezh]] eo '''Hor Yezh'''. Krouet eo bet e [[1954]] gant [[Arzel Even]], kelenner e Skol-Veur [[Aberystwyth]]. Pa varvas an diazezer e [[1971]] e kemeras [[Per Denez]] ar renerezh hag hemañ en deus treuzkaset ar [[karg|garg]] da [[Herve ar Bihan]] e 1998. E [[2005]] e kemer perzh er [[bodad -lenn]] kelennerien [[Rann ar brezhoneg Skol-Veur Roazhon 2]] hag un nebeud tud ouiziek, kelennerien skol-veur war o leve en o zouez. Embann a ra Hor Yezh levrioù brezhonek ivez, met distag eo diouzh [[Mouladurioù Hor Yezh]]. Kevredet int o-daou e [[Kuzul ar Brezhoneg]].
 
==Stumm==
Stensilet[[Stensil]]et e oa ar gelaouenn en he deroù, met a-drugarez d'ar [[stlennvoulerezh]] eo deuet da vezañ brav a-walc'h, hep kalz a [[skeudenn]]où avat. Ur vent A4 (29,7 x 21 cm) a zo ganti ha bep tro e vez war-dro 60 pajenn e pep niverenn. E-pad bloavezioù e veze embannet niverennoù tevoc'h ha niverennoù e-maez rummad, met ne zeue ket ken ingal hag hiziv. Tennet e vez war vouladurioù [[Skol-Veur Breizh-Uhel|Skol-Veur Roazhon 2]] hiziv.
 
==Endalc'h==
Kavout a reer pennadoù uhel o live war istor ar brezhoneg, ar [[gerdarzh]], [[yezhadur]] ar [[yezhoù keltiek]], al [[lec'hanvadurezh Breizh|lec'hanvadurezh]], an [[termenadurezh|dermenadurezh]], yezhoniezh ar brezhoneg dre-vras, [[kenskriverezh|eskemmoù-lizhiri]] etre brezhonegerien hag teulioù a denn da implij kenwerzhel ha sokial ar yezh. Bet ez eus bet embannet meur a destenn kozh ha meur a destenn dastum ([[kanaouenn]]où, [[kontadenn]]où, pennaouiñ an troioù-lavar e pep [[korn-bro]], renabliñ gerioù arbennik ha sevel geriaouegi. Ha ma’z eo skrivet ar gelaouenn e [[peurunvan]] e kaver pennadoù gant blaz ar rannyezhoù (gwenedeg da skouer) ha meur a destenn wenedek a zo bet embannet. Kavout a reer div rubrikenn a-bouez, an notennoù yezh ha lec'hanvadurezh hag an notennoù lenn.
 
==Skridaozerien bennañ==