Diforc'hioù etre adstummoù "Wikipedia:Margodenn"

11 850 okted lamet ,  13 vloaz zo
Oc'h erlec'hiañ ar bajenn gant 'Margodenniñ'
D (Robot ouzhpennet: es, fa, hr, it, simple, th, yi)
(Oc'h erlec'hiañ ar bajenn gant 'Margodenniñ')
[[Rummad:Wikipedia:Pennreolennoù Wikipedia|Margodenniñ]]
 
{{Politikerezh ofisiel pennaenn}}
 
<center><div style="color: blue; font-weight: normal; font-size:300%; margin: 0; padding-top: 0.5em; padding-bottom: 0.25em;">
Margodenniñ </div><br clear="all"/></center>
<br />
 
=E berr gomzoù=
[[Skeudenn:Stop hand.png|20px]] Arabat implijout meur a gont evit hañvalout bezañ meur a den a-benn reiñ muioc'h a bouez d'un tem m'emañ o kaozeal pe o votiñ diwar e benn nag o klask mont e-bioù d'un gont [[Wikipedia:Politikerezh stankañ|stanket]]. Arabat ivez goulenn ouzh tud anavezet ganit krouiñ kontoù a-ratozh kaer evit sevel a-du ganit pe da lakaat un tem da mont war un tu a fell dit.
 
=Digoradur=
Ur "'''vargodenn'''" eo an anv ma vez graet eus iskontoù ur Wikipediour/ez implijet gantañ/i meur a gont disheñvel gant bep un anv disheñvel. Erbedet e evz chom hep margodenniñ, da lâret eo krouiñ meur a gont gant an hevelep implijer, nemet ma vefe evit abegoù arbennik.
 
Goulennet e vez ouzh an holl implijerion/ezed chom hep krouiñ meur a gont evit ma vefe reishoc'h disoc'h dilennadegoù ha votadegoù all hag ivez evit gallout lakaat e pleustr stankadennoù evit gwareziñ ar raktres pa sav reuz.
 
N'eo ket difennet krouiñ meur a gont met difennet groñs an hini eo o implijout evit mergodenniñ, da lâret eo ez-strizh evit hañvalout bezañ meur a den a-benn bouezañ war an divizoù kemeret war ar Wikiepdia en un doare direzh.
 
Pa vez krouet meur a gont gant an memes implijer/ez neuze e vez goulennet oute sevel liammoù etre ar c'hontoù-se en ur lakaat sklaer piv eo an implijer/ez kiriek dezhe.
 
=Diorroadur=
 
==Abegoù evit stankañ lieskontoù==
Stanket e vo diouzhtu gant ur merour hep kemennadenn gent ebet dre ret lieskontoù (meur a gont dindan kiriegezh an hevelep implijer/ez) seul wezh ma vez implijet ar c'hontoù-se evit mergodenniñ. Stanket e vo an holl iskontoù hag stanket e c'hello bezañ ivez ar gont pennañ ma vez ret.
 
Mar kav d'un implijer/ez bennak eo bet implijet lieskontoù evit mergodenniñ e rankont displegañ o abegoù dre mont e darempred gant unan eus ar verourion war-eeun pe dre leuskel ur gemenn war ar bajenn-mañ: [[Wikipedia:Goulenn ouzh ar verourien|Goulenn ouzh ar verourion]].
 
A-wezhoù n'eo ket sklaer piv a zo a-drek d'ar gont-mañ'r-gont ha ma sav ur gudenn diwar implij didereat lieskontoù e c'hello ar verourion goulenn goût petra eo ar chomlec'h IP implijer gante [[:en:Wikipedia:Requests for checkuser|reked giwriekaat identelezh un implijer/ez]] (Notenn: betek-hen n'eus implijer/ez ebet war ar Wikiepdia e brezhoneg ganti/añ ar galloud-se, abalamour da se eo ret mont da c'houlenn war al le'hienn-mañ war ar Wikipedia e saozneg).
 
==Implijoù difennet evit lieskontoù==
aosut ha ma vez erbedet ouzh an implijerion/ezed krouiñ meur a gont ('''''lieskontoù''''') n'eo ket difennet hen ober. Difennet eo avat implijout lieskontoù evit kas da benn oberoù hag a savfe a-enep da reolennoù ha pennaennoù mont-en-dro diazez ar Wikipedia.
 
===Votadegoù ha argerzhadurioù kenasant all===
Evit tizhout kenemglevioù hag ivez evit votiñ en dilennadegoù pe er mouezhiadegoù all hag en holl ergerzhadurioù ma vez klasket goût sav-poent pe ali an implijerion/ezed e ranker doujañ war ar Wikiepdia d'ar bennaenn diazez "un den = ur vot". Difennet-groñs eo nueze implijet lieskontoù evit lakaat seurt argerzhadurioù da vont war un tu bennaket en un doare direizh.
 
Ouzhpenn bezañ difennet implijout lieskontoù evit mouezhiañ meur a wezh eo difent ivez o implijout evit ma hañvalfe e savfe muioc'h a dud a-enep pe a-du gant ur sav-poent pe un ali resis.
 
===Klask labourat dre guzh===
Ne ranker ket impljout lieskontoù evit klask kuzhat diouzh ar gumuniezh peseurt labour a vez kaset da benn gant peseurt implijer/ez. Ar gwir o deus an impliejrion/ezed all da gompren peseurt labour a vez graet gant an implijerion/ezed all ha rankout a ra pep hini bezañ kiriek evit al labour kaset da benn gantañ/i, da skouer ar pennadoù boulc'het gantañ/i, ar pennadoù bet kemmet gantañ/i hag an evezhiadennoù bet graet gantañ/i war ar pajennoù kaozeal.
 
===Kontoù fur ha kontoù reuz===
Difennet-groñs eo krouiñ lieskontoù a-ratozh-kaer evit plantañ reuz ('''''kont reuz''''') dindan un anv all disheñvel diouzh hini ar gont pennañ implijet evit kas da benn all labour a-feson a-hendall war ar raktres ('''''kont fur''''').
Difennet-groñs eo ivez d'ar verourion sevel seurt kontoù evit galloud kemer perzh en un tabut keit ha ma klaskont merañ an tabut-se en ur hañvalout chom [[Wikipedia:Kumuniezh/Chom neptu|neptu]].
 
===Klask mont e-bioù da stankadennoù===
Lakaet e vez da dalvezout ar politkerezhioù ofisiel dre implijer/ez ha n'eo ket dre gont. Stanket e c'hello bezañ ar c'hont pennañ ma implijer lieskontoù o klask mont e-bioù d'ur [[Wikipedia:Politikerezh stankañ|stankadenn]] bet lakaet war an implijer/ez-se evit an abeg-mañ'-n abeg.
 
===Lieskontoù merañ===
Difennet eo d'ur merour bennak krouiñ lieskontoù gante gwirioù merañ. Bez e c'hellont krouiñ lieskontoù evit ober an diforc'h etre o labour evel merourion hag o labourioù all war ar raktres evel implijerion voutin met n'hall bezañ o galloudoù merañ stag ouzh unan eus o c'hontoù war un dro nemetken.
Pa vez krouet lieskontoù gant merourion e vez erbedet oute, muioc'h c'hoazh evit ouzh ar re all, disklêriañ e vez implijet ar c'hontoù-se gant ar memes den ha sevel sklaer liammoù kenetreze.
 
==Implijout dereat evit lieskontoù==
Daoust ha ma vez erbedet ouzh an holl chom hep krouiñ lieskontoù dre vras, bez' e c'heller krouiñ hag implijout lieskontoù evit kas da benn palioù dereat.
 
===Isrannañ al labour ha surentez===
Bez' e c'hell un implijer/ez kaout c'hoant isrannañ al labour kaset da benn gantañ/i war ar Wikipedia dre grouiñ lieskontoù evit meur a abeg:
 
* evit kas da benn labour war un dachenn resis ma vez labouret kalz warni en ur implijout ur gont disheñvel evit al labourioù war tachennoù liesseurt all;
 
* pa vez laeret o toupin gante;
 
* evit kas da benn labour war un dachenn m'emañ brudet an implijer/ez-se evel un arbennigour warni evit gallout ober an diforc'h gant labourioù all kaset da benn gantañ/i war tachennoù all n'emañ ket ur mailh warne evit ma bne savfe ket divrud war e benn pe war he fenn e-keñver o labour arbennigour/ez;
 
* evit [[Wikipedia:Kumuniezh/Chom neptu|chom neptu]] pa vezer o labourat war temoù tabutus evit ma ne gredo ket d'an dud all int temoù o tennañ outañ/i ez-personel
 
===Bevennañ ha sioulaat tabutoù===
A-wezhoù e vez krouet hag implijet lieskontoù evit mont e-bioù da dabutoù war un dachenn bennak hag a c'hellfe sevel diwar o identelezh pe evit chom hep bezañ taget koulz war ar Wikipedia pe er-maez eus ar raktres. Bez' e c'hell un implñijer/ez enrollet ober ar mesmtra dre dilugañ ha neuze labourat war un dachenn resis evel un implijer/ez dianav evit lebaourioù berrbad.
Arabat implijout seurt doareoù avat evit hañvalout bezañ un implijer7ez disheñvel evit margodenniñ.
 
===Robotoù===
Erbedet e vez ouzh implijerion/ezed bet krouet robotoù gante sevel kontoù a-ratozh-kaer evit bep a robot disheñvel diouzh o c'hontoù-implijer/ez personel-i evit gallout heuliañ gwelloc'h ha reizhañ an oberoù kaset da benn gant ar robotoù o-unan.
 
===Kontoù ''doppelganger'''===
Dereat eo krouiñ meur a gont gante anvioù-implijer/ez heñvel ouzh hini un implijere/ez evit herzhel ouzh implijerion/ezed all d'o krouiñ ha d'o implijout. Kontoù '''''doppelganger''''' a vez graet eus ar c'hontoù -se ha ret eo dezhe chom dizimplij ha bezañ lakaet warne ur gemenn sklaer o tisklêriañ o fal hag gant ul liamm o kas davet ar bajenn bersonel pennañ.
 
==Megodenniñ vit brudañ tabutoù ha klask skoazell==
Didereat eo brudañ tabutoù war ar stern war ar Wikipedia o klask lakaat tud all da dont d'enrollañ a-ratozh-kaer evit pouezañ war an tabutoù-se hag evit o lakaat da vont war un tu pe un tu all. Didereat eo ivez goulenn ouzh mighnoned/ezed, kerent hag all krouiñ kontoù evit sevel a-du ganit un implijer/ez war un tem resis, da skouer un tabut pe ur votadeg.
Rankout a ra bezañ stanket seurt kontoù-brudañ taktal hag hep kemenn gent en ur gemenn abeg ar stankadennoù memestra.
 
==Penaos anavezout ha dont a-benn d'ur vergodenn==
Diaezet a-walc'h e c'hell bezañ dont a-benn da brouiñ emañ un implijer/ez bennak oc'h implijout ul liesskont evit mergodenniñ.
Peurliesañ avat e c'hell bezañ souzhus gwelet un implijer/ez nevez-deuet gantañ/i ur gont nevez flimm-flamm kemer perzh e votadegoù, kaozeadennoù, tabutoù hag all en un doare azet-tre hag o tiskwel e anavez mat mont-en-dro ar Wikipedia dre vras, da skouer o c'houlenn ma vefe didiverket rummadoù ha pennadoù zo.
 
A-wezhoù e teu da vezañ sklaer emañ meur a den o labourat war an hevelep tu atav en ur sevel goulennoù hag oc'h ober evezhiadennoù heñvel-poch hag o sevel a-du pe a-enep d'an hevelep tabutoù bewech.
 
N'eo ket seurt heñvelderioù trawalc'h avat evit talvezout da brouennoù evit disklêriñ da vat emañ un implijer/ez bennak oc'h implijout lieskontoù evit mergodenniñ.
 
Ouzhpenn-se, m'eo bet boulc'het ha kemmet meur a bennad war un dachenn ledan (100 degasadenn pep hini d'an nebeutañ) e talvezfe kentoc'h evit diskwel n'eo ket lieskontoù dindan kiriegezh un implijer/ez nemetken met meur impljer/ez gant bep o c'hont.
 
Bez' e c'heller goulenn ma vo gwiriekaat identelezh IP meur a implijer/ez evit goût hag-eñ emañ an hevelep implijer/ez oc'h implijout meur a gont disheñvel. N'eus nemet un nebeud tud bet aotreet da wiriekaat chomlec'hioù implijerion/ezed enrollet evit gwareziñ gwirioù prevezded an holl implijerion/ezed. N'eus betek-hen hini ebet bet aotreet d'hen ober war ar Wikiedpia e brezhone. Evit goulenn ma vo gwiriekaet identelezh meur a implijer/ez a-benn klask goût hag-eñ int ar memes den pe get e ranker lakaat ur reked war ar bajenn-mañ war ar Wikiepdia e saozneg: [[:en:Wikipedia:Requests for checkuser|Rekedoù gwiriekaat identelezh IP un implijer/ez]]. Ret eo diwall memestra, rak bez' e c'hell un implijer/ez kaout meur a IP disheñvel, lakaomp ma labour dindan un anv er gêr ha dindan un anv all en ur siber-kafe pe war he/e labour.
 
M'eo bet tamallaet dit dre fazi bezañ ur vergodenn, arabat mont e fulor pe mont kuit diouzhtu. Kae e darempred gant an implijer/ez pe ar merour bet lakaet ar gemenn war da bajenn bersonel ha displegañ dezhe an abegoù. Sur-mat e vo kavet un diskoulm buan-ha-buan.
 
==Lakaat war-wel kontoù-mergodenniñ==
Bez' e c'heller lakaat ar patrom-mañ war pajenn bersonel un implijer/ez hag a c'hellfe bezañ ur vergodenn anezha/i:
* {{:Patrom:Margodenn}} (<nowiki>{{Margodenn}}</nowiki>)
 
==Gwelet ivez==
* [[Wikipedia:Anv-implijer/ez|Anv-implijer/ez]]
* [[Wikipedia:Politikerezh stankañ|Politikerezh stankañ]]
 
[[ar:ويكيبيديا:دمية جورب]]
[[bg:Уикипедия:Марионетка]]
[[ca:Viquipèdia:Comptes titella]]
[[cs:Wikipedie:Loutkový účet]]
[[de:Wikipedia:Umfragen/Wikipedia:Sockenpuppen/Wikipedia:Sockenpuppe]]
[[en:Wikipedia:Sock puppetry]]
[[es:Wikipedia:Usuarios títeres]]
[[fa:ویکی‌پدیا:حساب زاپاس]]
[[fi:Wikipedia:Monta käyttäjätunnusta]]
[[fr:Wikipédia:Faux-nez]]
[[he:ויקיפדיה:בובת קש]]
[[hr:Wikipedija:Čarapko]]
[[hu:Wikipédia:Zoknibáb]]
[[id:Wikipedia:Pengguna siluman]]
[[it:Wikipedia:Utenze multiple]]
[[ja:Wikipedia:多重アカウント]]
[[ko:위키백과:다중 계정]]
[[nl:Wikipedia:Sokpop]]
[[no:Wikipedia:Sokkedukker]]
[[pl:Wikipedia:Pacynka]]
[[pt:Wikipedia:Sock puppet]]
[[ru:Википедия:Многоликость]]
[[simple:Wikipedia:Sock puppetry]]
[[sv:Wikipedia:Marionetter]]
[[th:วิกิพีเดีย:หุ่นเชิด]]
[[tr:Vikipedi:Kukla]]
[[yi:װיקיפּעדיע:זאקן פאפעט]]
[[zh:Wikipedia:傀儡]]
Implijer dizanv