Maurice Challe : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 11:
Goude ma vefe bet distaliet ar jeneral [[Raoul Salan|Salan]] e kemeras e blas e [[Alger]] an [[12 Kerzu|12 a viz Kerzu]] [[1958]]. An eneberezh ouzh an [[Front de Libération National|FLN]] a voe kenaozet gant ar pezh an anver ar "plan Challe". E [[1960]] ez eo bet adkaset d'ar metropolenn e lec'h ma chomas da labourat e barzh karter jeneral an [[AFCENT]] en [[OTAN]] betek ma rofe e zilez e miz Genver 1961.
 
An [[21 Ebrel|21 a viz Ebrel]] [[1961]], e klaskas kas da benn un taol-stad e [[Alger]] gant [[Raoul Salan]], [[Edmond Jouhaud]] ha [[André Zeller]] (irien[[putsch ar jeneraled]]). Ar putsch-se a oa sturiet gant ar mennozh da enebiñ ouzh politikerezh [[De Gaulle]] e Aljeria. Met ne deujont ket a-benn da gemer ar galloud. Challe a voe toull-bac'het e [[Paris]] er [[Santé]].
 
An 31 a viz Mae 1961 e voe kondaonet, er memes koulz eget Zeller, gant ul lez-varn milourel. Koll a reas e wirioù keodedel ha toull-bac'het evit 15 bloaz. Met goude bezañ bet bac'het e [[Clairvaux]] hag e Tulle e voe dieubet en a-raok e miz Kerzu [[1966]] hag amnistiet gant [[De Gaulle]] e [[1968]]. Embann a reas e eñvorennoù en ul levr añvet ''Notre Révolte''. Mervel a reas an [[18 Genver|18 a viz Genver]] [[1979]].