Wikipedia:Margodenn : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
embann an daou savpoent
Linenn 20:
 
=Digoradur=
 
*Ali Neal: Ur "'''vargodenn'''" eo an anv ma vez graet eus iskontoù ur Wikipediour/ez implijet gantañ/i meur a gont disheñvel gant bep un anv disheñvel. Erbedet e evz chom hep margodenniñ, da lâret eo krouiñ meur a gont gant an hevelep implijer, nemet ma vefe evit abegoù arbennik.
 
Goulennet e vez ouzh an holl implijerion/ezed chom hep krouiñ meur a gont evit ma vefe reishoc'h disoc'h dilennadegoù ha votadegoù all hag ivez evit gallout lakaat e pleustr stankadennoù evit gwareziñ ar raktres pa sav reuz.
Linenn 27 ⟶ 28:
 
Pa vez krouet meur a gont gant an memes implijer/ez neuze e vez goulennet oute sevel liammoù etre ar c'hontoù-se en ur lakaat sklaer piv eo an implijer/ez kiriek dezhe.
 
*Ali Bianchi-Bihan:
1 Tud zo a gav aes implij meur a anv evit heuliañ gwelloc'h o fennadoù, pe evit abegoù personel. Ar pezh zo a-bouez eo ez afe al labour war-raok plaen ha brav.
2 Enebiezh personel tud zo ouzh an doare-ober-se n'ehall ket bezañ lakaet da reolenn hep ma vo degemeret gant ar gumuniezh dre ur vot.
3 Implij ar ger "margodenn" , pe gerioù all, zo implijoù personel, ha n'eo ket ret d'ar genlabourerien o degemer evel gwir bater.
 
=Diorroadur=