Poent tric'hement : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
SieBot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: bs:Trojna tačka
D Liammoù
Linenn 1:
EEr fizik[[Fizik]] e vez graet '''poent tric'hement''' un danvez bennak eus an [[temperadur]] hag ar [[gwask]] e lec'h ma c'hell teir [[fazenn (materi)|fazenn]] an danvez-se ([[gaz|gazus]], [[dourenn|dourennek]] ha [[solud (fizik)|solut]]) kenvezañ e kempouez [[termodinamik|termodinamikel]].
 
[[Skeudenn:Diagram fazenn.png|300px|right|[[Diagram fazenn|Diagramoù fazenn]] gant ar poent tric'hement ma kej an teir zachenn]]
Linenn 11:
:''T'' = 234,3156 K ha ''P'' = 2·10<sup>-4</sup> Pa
 
==Poent tric'hement an [[dour]]==
 
Poent tric'hement an dour a vez implijet evit termenañ ar [[kelvin|c'helvin]], [[unanenn]] [[SI]] an temperadur termodinamikel. Un termenadur kentoc'h eget ur c'hementad muzuliet eo an niver roet evit temperadur poent tric'hement an dour.
 
An aozadur gwask ha temperadur nemetañ e lec 'h ma c'hell an [[dour]], ar [[skorn]] hag an [[aezhenn dour]] kenvezañ en ur [[kempouez|c'hempouez]] stabil a c'hoarvez pa vez an temperadur kevatal rik da 273,16&nbsp;[[kelvin]] (0,006&nbsp;&deg;C) hag ar gwask 611,73&nbsp;[[Pascal (unanenn)|pascal]] (war-dro 6&nbsp;[[Bar (unanenn)|milibar]], 0,006037 [[Atmosfer (unanenn)|atm]]). Er poent-se e c'heller cheñch an danvez a-bezh e skorn, dour pe aezhenn gant ur cheñchamant gwask pe demperadur dister kenañ. (Notañ ez eus kaoz amañ eus ar [[gwask aezhenn]] ha n'eo ket eus gwask ar sistem a-bezh).
 
Gant an dour ez eus un [[diagram fazenn]] divoas ha kemplezh, met ne cheñch netra a-zivout ar poent tric'hement. Pa vez kresket ar gwask da demperadurioù uhel e teu an aezhenn da vezañ dourennek da gentañ, ha solut da c'houde (a-us da 10<sup>9</sup>&nbsp;Pa ur stumm kristalinek[[kristal]]inek eus ar skorn hag a zo douesoc'h eget an dour). Da demperadurioù izeloc'h ne zeu ket ar stad dourennek war wel ken, ar pezh a laka ar stad da dremen war-eeun eus gazus da solut. Posupl e vez koulskoude teuziñ ar skorn dindan gondisionoù spisverkus.
 
D'ur gwask digemm brasoc'h eget hini ar poent tric'hement e tremen dre ret ar skorn tommet eus ar stad solut d'ar stad dourennek ha d'ar stad c'hazus da c'houde. D'ar gwaskoù bihanoc'h eget hini ar poent tric'hement, evel en [[egor]] e lec'h m'emañ bihan ar gwask, n'hell ket an dour dourennek bezañ : pa vez tommet e teu ar skorn da vezañ aezhenn war-eeun, hep tremen dre ar stad dourennek. Graet e vez [[sublimadur]] eus an [[treuzfurmadur]]-se.
 
==Gwelet ivez==