Kabinda : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
D astennig
Neal (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Skeudenn:Bandera de Cabinda.svg|200px|thumb|right|Banniel broadelourien Kabinda]]
'''Kabinda''' ([[portugaleg]]: '''''Cabina''''', gwezhall "'''Kongo portugalek'''"; '''''Congo Português''''') zo unan eus proviñsoù [[Angola]], distag diouzh ar peurrest eus ar vro-se hag enklozet etre [[Republik Kongo]] en norzh, [[Republik Demokratel Kongo]] er su hag er reter hag ar [[Meurvor Atlantel]] er c’hornôg. En em astenn a ra war 7 283 km² ha war-dro 300 000 a dud zo o chom enni. [[Tsiowa]] (anvet ivez Tchiowa pe Kabinda) eo ar gêr-benn.
 
Unan eus trevadennoù Portugal e voe Kabinda e-pad meur a gantved. Er [[bloavezhioù 1960]] e krogas ar stourm evit dizalc’hiezh ar vro. Gant ul luskad anvet [[Talbenn evit Dizalc'hiezh Enklozadur Kabinda]] (FLEC), a stourme ouzh arme Portugal, e voe disklêriet dizalc’hiezh ar vro d’ar [[1añ Eost|1añ a viz Eost]] [[1975]]. [[Luiz Branque Franque]] a voe dilennet da brezidant Republik Kabinda.