Wikipedia:Kenemglev : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 13:
'''Wikipedia''' a ya en-dro dre ar '''c'henemglev'''. Kenemglev a c'hoarvez dre gaozeal, marc'hata a-wechoù, a-benn klask tizhout ar sell neptu.
 
 
 
Ar c'henemglev eo a zo e-kreiz mont en-dro wikipedia. Tizhet e vez en un doare naturel. Peurvuiañ e vez kemmet pe ouzhpennet un dra bennak en ur pennad, ha neuze e c'hall pep lenner pe leuskel ar c'hemm pe kemm adarre. Chom hep kemm a dalvez asantiñ, ma vez roet da c'houzout ervat d'ar gumuniezh.
 
Pa vez kaoz eus ar pajennoù diwar-benn politikerezh wikipedia e c'hortozer gwelout ar muiañ a dud ar gwellañ o kemer perzh.
 
Pa vez dizemglev e vez diskoulmet ar c'hudennoù dre arguzenniñ en un doare seven, dre genlabour, ha dre varc'hata er pajennoù-kaozeal mar bez ret, a-benn tizhout ar sellboent neptu a c'hallo lakaat ar c'henemglev da ren.
 
Ma kaver e tizher ur c'henemglev resis alies e vo lakaet da linenn-ren al labour, evit mirout a goll amzer gant ar memes kaozioù atav. Pa c'hoarvezo d'ar c'henemglev bezañ diaesoc'h da dizhout eget boaz, met ral a wech e c'hoarvez, e vo graet gant doareoù all degemeret gant ar gumuniezh, evel lakaat kenlabourerien neptu da reiñ o ali diwar-benn ar skoilhoù a vir ouzh ar c'henemglev.
 
 
Pa gomzer eus kenemglev en ur gaozeadenn wikipedian e talvez atav 'e-barzh stern al labour hag an ober', da lavarout eo gant ar re a labour ervat en-dro da bennadoù resis da gentañ-penn.