Guy Ropartz : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 2:
 
== E vuhez ==
'''Joseph-Guy-Marie Ropartz''' a zo ganet en 1864 e [[Gwengamp]] ([[Aodoù-an-Arvor]]), aet d'an anaon en 1955 e [[Sant-Loup]] ([[Aodoù-an-Arvor]]). Studiet en deus ar gwir da gentañ e [[Roazhon]]. Goude se en deus studiet ar sonerezh e skol-sonerezh broadel Paris e klas Théodore Dubois hag da-c'houde [[Jules Massenet|Massenet]]. Mont kuit a ya anezhañ evit klas [[César Franck]] da zeskiñ seniñ orglez.
 
Rener skol-sonerezh broadel Nancy en deus bet eus 1894 betek 1919 e-lec'h e krouas klasoù arvoud e 1894, trompilh e 1895, telenn hag orglez e 1897 hag trombon e 1900. An hini eo a grouas amzervezhioù kengerzoù sinfoniek gant Laz-seniñ skol-sonerezh Nancy. Ezel [[Kevredigezh Broadel Breizh|Kevredigezh_Broadel_Breizh]] e oa ivez.
 
Goude marv e vignon [[Albéric Magnard]] e [[1914]] hag koll e skrid-muzik e-pad un tan-gwall, adskrivet en deus Ropartz dre-eñvor klaviazadur e Opera ''Guercœur''.