Douaroniezh Mec'hiko : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Benoni (kaozeal | degasadennoù)
Pajenn nevez : right|thumb|left|400px|Kartenn Mec'hiko Ur vro eus Norzh Amerika eo Mec'hiko. Harzoù war zouar he deus gant Stadoù-Unanet Amerika (3326 km)...
 
Benoni (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 12:
Treuzet eo Mec’hiko gant div aradennad-venezioù bennañ : [[Sierra Madre ar C’hornôg]] ha [[Sierra Madre ar Reter]]. Un astenn da [[Sierra Nevada]] [[Kalifornia]] eo Sierra Madre ar C’hornôg, hag un astenn da [[Menezioù Roc’hellek|Venezioù Roc’hellek]] [[Mec’hiko-Nevez]] ha [[Texas]] eo Sierra Madre ar Reter. Etre an div aradennad-venezioù bennañ emañ plateiz Mec’hiko. An [[aradennad nevezvolkanek]] a verk er su bevenn Sierra Madre ar C’hornôg hag ar Reter. Bez’ ez eus ivez aradennadoù-menezioù disteroc’h evel ar Sierra Madre del Sur, ar Sierra Madre de Oaxaca, ar Sierra Madre de Chiapas, hag ar Meseta Central de Chiapas.
 
====Aradennadoù-menezioù pennañ ha plateiz pennañ====
* En em astenn a ra [[Sierra Madre ar C’hornôg]] war 1250 km er su d’an harzoù gant ar Stadoù-Unanet hag en em gavout a ra gant an aradennad nevezvolkanek goude ar Rio Santiago. An Aradennad nevezvolkanek a dreuz kreiz Mec’hiko eus ar reter d’ar c’hornôg. En norzh emañ Sierra Madre ar C’hornôg war-hed 300 km diouzh an aod, met tost d’an Aradennad nevezvolkanek n’emañ nemet war-hed 5 km diouzh aod ar Meurvor Habask. Sevel a ra Sierra Madre ar C’hornôg betek 2250 m uhelder gant pikernioù a dizh 3000 m.
*Emañ deroù [[Sierra Madre ar Reter]] en harzoù etre Texas ha Mec’hiko, ha kenderc’hel a ra war-hed 1350 km betek tizhout Cofre de Perote, anezhañ unan eus begoù pennañ an Aradennad nevezvolkanek. Evel ma vez kont gant Sierra Madre ar C’hornôg e tosta Sierra Madre ar Reter d’an aod bep ma’z a war-du ar su. Eno n’emañ nemet war-hed 75 km diouzh pleg-mor Mec’hiko. Sevel a ra Sierra Madre ar Reter betek 2200 m uhelder gant pikernioù a dizh 3000 m.