Rouantelezh East Anglia : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
 
{{LabourAChom}}
 
[[skeudenn:British isles 802.jpg|right|450px]]
Linenn 22:
 
=={{VIIIvet kantved}}==
[[Skeudenn:Egbert of Wessex map.jpg|left|250px]]
Galloudus e viras ar rouantelezh e-pad hanterenn gentañ ar {{VIIIvet kantved}}. E [[749]], avat, e voe disrannet e teir darn. An hini galloudusañ eus ar rouaned, [[Beonna East Anglia]] a adunvannas ar vro buan a-walc'h, war-a-seblant, rak an hini nemetañ o kognañ pezhioù moneiz eo. Posupl eo ivez, avat, e oa un doare penn-roue gant daou is-roue dindanañ.
 
E deroù ar bloavezhioù 790 e kouezhas ar rouantelezh dindan veli [[Offa Mercia]] rak pezhioù moneiz a gognas en East Anglia e-pad ar prantad-se. Gant [[Aethelbert East Anglia]] e voe kognet pezhioù moneiz met darn vrasañ ar glaskourien a gred eo sin un emsavadeg. Ur c'hwitadenn e voe moarvat rak lazhet e voe Aethelbert gant Offa e [[794]]. En em sevel a reas ar vro goude marv Offa e [[796]] ha seblantout a ra e teuas a benn ur roue [[Eadwald East Anglia|Eadwald]] e anv da frankizañ ar vro e-pad un amzer berr. Ne renas hemañ nemet betek [[798]], avat, ha goude an amzeriad-se e voe renet ar vro gant [[Mercia]] adarre, daoust ma'z eo disklaer munudoù an darvoudoù.
 
=={{IXvet kantved}} ha fin ar rouantelezh==
 
Chom a reast East Anglia ur broviñs Mercia betek [[826]] pa faezhas [[Æthelstan East Anglia]] [[Beornwulf Mercia]], gant skoazell [[Wessex]] en-doa e roue [[Ecgbert Wessex]] faezhet Mercia en [[Emgann Ellendun]]. E [[827]] e faezhas Æthelstan [[Luceda Mercia]] en-doa esaet da adaloubiñ ar vro. Goude an amzeriad-se n'eo anavezet istor East Anglia nemet dre bezhioù moneiz. Mirout a reas ar rouantelezh e frankiz betek [[869]] pa voe lazhet e roue diwezhañ, [[Edmund East Anglia]] gant ar [[Lu Bagan Veur]].
 
Goude-se e tremenas East Anglia dindan veli ar [[viking]]ed, daoust ma'z eo posupl e kendalc'has isrouaned saoz da ren e kornioù'zo ar vro.
 
==Gwelet ivez==
 
[[Rouantelezh Viking East Anglia]]
 
==Liammoù diavaez==
 
[http://www.historyfiles.co.uk/KingListsBritain/EnglandEastAnglia.htm East Anglia war History Files]
 
[[Rummad:Rouantelezhioù angl-ha-saoz]]
Galloudus e viras ar rouantelezh e-pad hanterenn gentañ ar {{VIIIvet kantved}}. E [[749]], avat, e voe disrannet e teir darn
[[Rummad:Dispennadurioù 869]]
 
[[da:East Anglia]]