Rouantelezh East Anglia : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 21:
=={{VIIIvet kantved}}==
[[Skeudenn:Egbert of Wessex map.jpg|left|250px]]
Galloudus e viraschomas ar rouantelezh e-pad hanterenn gentañ ar {{VIIIvet kantved}}. E [[749]], avat, e voe disrannet e teir darn. An hini galloudusañ eus ar rouaned, [[Beonna East Anglia]] a adunvannas ar vro buan a-walc'h, war-a-seblant, rak an hini nemetañ o kognañ pezhioù moneiz eo. Posupl eo ivez, avat, e oa un doare penn-roue gant daou is-roue dindanañ.
 
E deroù ar bloavezhioù 790 e kouezhas ar rouantelezh dindan veli [[Offa Mercia]] rak pezhioù moneiz a gognas en East Anglia e-pad ar prantad-se. Gant [[Aethelbert East Anglia]] e voe kognet pezhioù moneiz met darn vrasañ ar glaskourien a gred eo sin un emsavadeg. Ur c'hwitadenn e voe moarvat rak lazhet e voe Aethelbert gant Offa e [[794]]. En em sevel a reas ar vro goude marv Offa e [[796]] ha seblantout a ra e teuas a benn ur roue [[Eadwald East Anglia|Eadwald]] e anv da frankizañ ar vro e-pad un amzer berr. Ne renas hemañ nemet betek [[798]], avat, ha goude an amzeriad-se e voe renet ar vro gant [[Mercia]] adarre, daoust ma'z eo disklaer munudoù an darvoudoù.