Polonia : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
SieBot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: dv:ޕޮލެންޑު
Linenn 74:
En he barr emañ Polonia er XVvet hag er XVIvet kantved, e-pad ren ar rummad-roueed [[Jagellon]], gant [[Ladislas II Jagellon|Ladislas II]]. Gant ar ''Rzeczpospolita Obojga Narodów'' (''republik an div vroad''), diwar unvaniezh Rouantelezh Polonia ha Dugelezh Veur [[Lituania]] (Unaniezh Lublin – [[1569]]), ez eus goloet un tiriad hag « a ya eus ar [[Mor Baltel]] d’ar [[Mor Du]] » ha betek dorioù [[Moskva]]. [[Krakovia]] e oa ar gêr-benn da neuze, e Polonia vihan. Dont a ra [[Kazimir IV Polonia|Kazimir IV]] a-benn da unvaniñ evit ur prantadig rouantelezhioù [[Bohemia]] ([[1471]]), [[Hungaria]] ([[1490]]) ha Polonia.
 
Savet he doa ar [[Rzeczpospolita]] ur reizhiad politikel ha na oa ket bet gwelet abaoe Roma an Henamzer, ar [[Brientinelezh|Vrientinelezh]]. Dilennet e veze ar roue, ha ne veze ket treuzkaset ar garg dre hêrezh. Evel-just ne roe ar « republik »-se ar gwir da votiñ nemet d’an noblañsoù, met ar re-se a yae d’ober tost 10% eus ar boblañs, ha muioc’h c’hoazh en-dro da [[Varsovia]] a oa deuet da vezañ ar gêr-benn er XVIIvet kantved. Rediet e voe ar roue da zilezel darn eus e c’halloudoù gant an noblañsoù, e-keñver an tailhoù, an arme hag ar justis peurgetket. Evel-se, roue Polonia, d’ur mare ma oa kreñvaet o galloud gant roueed [[Europa]] ([[Frañs]], [[Spagn]], [[Aostria]], [[PrusPrusia]]), a oa gwanaet e hini er c’hontrol.
[[Image:Kazimierz Dolny (kamienica pod sw Mikolajem i Krzysztofem) 01.jpg|thumb|left|Kazimierz Dolny]]
Aroueziet e oa ar Rzeczpospolita gant ar frankiz-kredenn ivez. Ma oa chomet katolik an darn vrasañ eus ar gouerien e oa troet un nebeud brav a noblañsoù ouzh ar brotestantiezh, hervez kredennoù Luther ha dreist-holl re Calvin. A-hend-all, Polonia he doa roet bod (e kêr Leszno dreist-holl) d’ar « Vreudeur dchek » (Husited) a felle dezho tec’hout diouzh Bohemia a veze katolikaet en-dro gant ar re Habsbourg. Erfin e oa ur bern Yuzevien er Rzeczpospolita (etre 5 ha 10 % eus ar boblañs), er c’hêrioù hag el lodenn reter eus ar vro dreist-holl. <br />
Linenn 82:
Met digreskiñ a reas ar frankiz-se tamm-ha-tamm er XVIIvet kantved, dreist-holl war-lerc’h 1655 pa voe aloubet Polonia gant Sveden a oa protestant.
 
E [[1683]] ez eus harzet gant [[Yann III Sobieski]] un argad turk bras dindan mogerioù [[Vienna]]. Daoust d’ar c’hur-se ez a ar ''Rzeczpospolita'' da fall tamm-ha-tamm, dre benn d’he reizhiad politikel distabil ha d’an aloubadegoù niverus (gant [[Sveden]], [[Rusia]], [[Turkia]], [[PrusPrusia]]). E fin an XVIIIvet kantved n’eo ket dizalc’h ken Polonia ha rannet eo teir gwech diouzh renk etre hec’h amezeien (e 1772, 1793 ha 1795).
Kentañ rannadur Polonia, e 1772, a voe kaoz d’un dastaol gant ar geodedourien. Da-heul an dastaol-se e voe embannet ur Vonreizh e 1791. Daoust ma ne oa ket ken « dispac’hel » honnezh ha hini Frañs e voe kavet re zañjerus gant amezeien Polonia.
 
Hed-da-hed an XIXvet kantved e voe diframmet Polonia, rannet etre [[Rusia]], [[PrusPrusia]] (hag [[Alamagn]] da c’houde), hag [[Aostria]] (hag [[Aostria-Hungaria]] da c’houde). Ne voe dizalc’h en-dro nemet e miz Du [[1918]].
 
Evel ma voe kont gant an darn vrasañ eus broioù kreiz-reter [[Europa]], nemet [[Tchekoslovakia]], ne badas ket pell an uhelvennadoù demokratel. Buan e teuas ar renad da vezañ aotrouniezhus, dre levezon [[Józef Piłsudski]] peurgetket.
Linenn 93:
Rannet eo ar vro adarre, etre [[Alamagn]] hag an [[Unaniezh ar Republikoù sokialour soviedel|Unaniezh soviedel]] ar wech-mañ.
 
E fin an 2{{l}} brezel-bed e vir [[URSS]] al lodenn reter eus ar vro, bet destaget e 1939, ha Polonia a «&nbsp;rikl&nbsp;» war-du ar c’hornôg, oc’h euvriñ su [[Prus ar reter]], [[Pomerania]] ha [[Silezia]]. Kas a reer kuit an [[Alamagn|Alamaned]] a oa o vevañ en tiriadoù-se war-zigarez e oa ar re-se da Bolonia ent istorel. Dont a ra Polonia da vezañ ur republik poblel e dalc’h [[MoskvaMoskou]] hag ezel eus [[Feur-emglev Varsovia]].
 
Er bloavezhioù 70 ha 80 e tiroll emsavadegoù taer er vro. E [[1980]] e krouer ur sindikad dieub ([[Solidarność]] : kengred), ennañ 10 milion a izili a-benn nebeut hag en e benn ul levier arouezel : [[Lech Walesa]]. Klask a ra ar Jeneral [[Wojciech Jaruzelski|Jaruzelski]] terriñ ar sindikad dre embann ar "stad a vrezel" d’an 13 a viz Kerzu [[1981]], met kazeg a ra abalamour da levezon teir beaj Karol Wojtyla, deuet da vezañ ar pab [[ Yann-Baol II]], ha d’an treuzfurmadurioù krenn en [[URSS]] gant [[Gorbatchev]].