Erik ar Ruz : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
D reizhadennoù
Linenn 1:
{{Peurunvan}}
 
'''Erik ar Ruz''' (e [[norseg]] ''EirikrEiríkr RaudeRauði'') a oa o vevañ, moarvat, etre [[950]] ha [[1003]]). Eus [[Norvegia]] e oa genidik. ''Eiríkr Þorvaldsson'' e oa e anv gwir, da lavaret eo Eiríkr mab Þorvaldr, diwar anv e dad Þorvaldr Ásvaldsson, met lesanvet e voe ''Erik ar Ruz'', abalamour d’e vlev ruz.
 
War-dro [[960]] e voe harluet tad Erik eus Norvegia, "abalamour d’ur muntr", evel ma konter e ''[[Saga]] Erik ar Ruz]]''. Mont a reas d’ober e annez war aod [[Island]], en un drevadenn [[Vikinged|viking]]. C’hoarvezout a reas heñvel gant are mabvab, Erik, a rankas kuitaat Island, war-dro ar bloavezh [[982]], abalamour da veur a vuntr. Lazhet en doa, hervez ar [[Saga]], daou vab d’e amezeg. Ur wech kondaonet d’an harlu, e tivizas Erik, gant un nebeud tud ouzh e heul, mont da ouel war-zu ar c’hornôg, war glask an douar a vije bet kavet tost da gant vloaz abretoc’h gant un den anvet Gunnbjörn Úlfsson, pa oa bet kaset pell eus Island gant ar gwallamzer. Tizhout a rejont aodoù [[Greunland]] war-dro [[982]], hag eno e voe kavet ganto e oa heñvel ar vro ouzh Norvegia. Hervez Saga Erik ar Ruz e tremenjont tri bloavezh eno , oc’h ergerzhet an aodoù. Pa zistroas Erik da Island e [[985]], goude dibenn e amzer en harlu, e kontas d’an holl en doa kavet ur ''Vro C’hlas'' (alese an anv ''Grønland'', ''bro c’hlas'' er yezhoù skandinavek, en deus roet ar brezhoneg ''Greunland'').
 
A-ratozh en doa roet Erik ar Ruz un anv e-giz-se d’an douar kavet gantañ. Evel m’en displegas e-unan : "an dud o defe kalz muioc’h a c’hoant da vont di ma vefe un anv hoalus gant ar vro." Hag evit gwir e teuas a-benn da lakaat kalz a dud da vont en-dro gantañ, tud o oa o vevañ war douaroù paour Island. Pemp bag warn-ugent a yeas kuit gantañ, ur 450 den bennak war o bourzh, ha pevarzek bag a erruas e Greunland (lod eus ar re all a zistroas war o giz tra ma voe kollet re all er mor).
 
Div [[trevadenn|drevadenn]] a voe savet ganto war aod Greunland, an eil anvet ''Eystribyggð'' [''kêr ar reter'', e-kichen [[Narsarsuaq]] bremañ), hag eben anvet ''Vestribyggð'' (''kêr ar c’hornôg'', e-kichen [[Nuuk]]). Ne oa nemet en daou lec’h-se e oa tu da labourat an douar, evit gwir. E-pad an hañv, pa oa brav a-walc’h an amzer evit gellout mont dre ar vro, e veze chaseet ganto, a-benn tapout reuniged, koleoù-mor pe balumed war an aod. Aotrou an div drevadenn e oa Erik ar Ruz, un aotrou doujet ha pinvidik. Kreskiñ a reas tamm-ha-tamm an niver a annezidi a oa en trevadennoù, gant tud all o tont eus Island. En em astenn a reas an tiez a-hed ar fojrd anvet diwar anv Erik ar Ruz, Eriksfjord. Sevel a reas niver an drevadennerien betek 3000. Ur strollad tud a erruas er bloavezh [[1002]] a zegasas ur c’hleñved red avat, ha kalz a dud a varvas e-pad ar goañv war-lerc'h, Erik ar Ruz en o zouez.
 
E vab [[LeifLeifr Eiríksson]] e voe ar Viking kentañ o vont betek kevandir Amerika, anvet ''Vinland'' gantañ (bro ar gwiniegi). Kuitaat a reas Greunland arer bloavezh a-raok marv e dad, da verdeiñ pelloc’h war-zu ar su.
 
An trevadennoù a gendalc’has da vleuniañ, daoust da reuz ar c’hleñved. Dont a reas an diskar kalz pelloc’hdiwezhatoc’h, war-dro dibenn ar [[XIVvet kantved]], nebeut amzer a-raok da [[Kristol Goulm|Gristol Goulm]] erruout en Amerika, pevarpemp c’hantkant vloaz war-lerc’h Leif Eiríksson. Meur a abeg zo d’an diskar-se : dilezet e oa bet an drevadennerien gant Norvegia, yenaet e oa an hin, brezelioùigoù a oa etre an drevadennerien hag an [[Inuit]].