Impalaeriezh trevadennel an Izelvroioù : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Kadbzh (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 5:
Broudet e voent gant o barregezh war tachennoù ar [[merdeadurezh|verdeadurezh]] hag ar [[kenwerzh|c'henwerzh]] ha gant al lañs a oa en o bro gant ar [[broadelouriezh|vroadelouriezh]] da vare stourm an Izelvroioù evit en em zistagañ diouzh [[Spagn]]. Evel en [[Impalaeriezh trevadennel Breizh-Veur]], e voe savet trevadennoù da gentañ gant kevredadoù kevalaour dizalc’h diouzh ar stad, evel da skouer [[Kompagnunezh nederlandat Indez ar Reter]]. Diwezhatoc’h hepken e voe kemeret an emell eus an trevadennoù-se gant ar stad. Kenwerzhourien ha moraerien eus an Izelvroioù ivez a gemeras perzh er beajoù da zizoleiñ ar voul-douar a voe, gant Europiz, er {{XVIvet kantved| XVIvet}} hag er {{XVIIvet kantved}} ; ar broioù ergerzhet gant tud evel [[Willem Barents]], [[Henry Hudson]],[[Willem Janszoon]] pe [[Abel Tasman]] avat, ne zeujont ket da vezañ trevadennoù eus an Izelvroioù.
 
Adalek ar {{XVIvet kantved}} e kreskas beli an Izelvroioù war vor gant nerzh o [[morlu]]. Ren a raent war ar c’henwerzh war vor dre ar bed a-bezh a-benn an eil hanterenn eus ar {{XVIIvet kantved}} : unan eus galloudoù pennañ ar bed e oa deuet an Izelvroioù da vezañ. E-keit-se e oa o sevenadur o vleuniañ, ken ma reer [[Oadvezh Aour an Izelvroioù]] eus an amzer-hont. Da vare an [[Dispac'h gall]] avat e kollas an Izelvroioù ul lodenn vat eus o zrevadennoù, war un dro gant o galloud war vor, pa voent aloubet gant armeoù Bro-C’hall. Etre 1795 ha 1814 e voe an Izelvroioù dindan gouarnamantoù e dalc’h ar C’hallaoued, ha kouezhañ a reas o zrevadennoù etre krabanoù Breizh-Veur. Goude [[1815]] e voe rentet o zrevadennoù d’an Izelvroioù ha chom a rejont dindan renerezh [[Den Haag]], betek diskar an impalaeriezhioù trevadennel en {{XXvet kantved}}. Hiziv an deiz e chom stag [[Aruba]] hag an [[Antilhez Nederlandat]] ouzh an Izelvroioù o-unan, en ur framm laosk anvet [[Rouantelezh an Izelvroioù]].
 
==Azia==