Rouantelezh Bambara Segou : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot Ouzhpennet: ru:Бамбара Tennet: en:Bamana Empire
Kadbzh (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 3:
E-kreiz ar {{XVIIvet kantved}} e krouas ar [[Bambared|Vambared]] ur rouantelezh [[animist]] gant [[Kaladjan Koulibali]] tro-dro da [[Segou]]. Ren a reas Kaladjan Koulibali eno e-pad tregont vloaz ([[1652]]-[[1682]]) hogen ne zeuas ket a-benn da ziazezañ ur Stad stabil. Ar roueed Danfasari (1652-[[1697]]) ha Souma (1697-[[1712]]) a vije bet war e lerc’h, war a seblant.
 
Gant [[Mamari Koulibali]], lesanvet [[Biton Koulibali]], e teuas da vezañ ur rouantelezh c’halloudus. Mamari Koulibali, mab d’ur chasour, a veze anavazet evel penn un "''ton''" gant e re. Un "ton" a oa ur strollad tud yaouank, savet war un diazez a gevatalded, eus an hevelep rummad oad en ur gêriadenn. En em vodañ a reont ingal evit evañ banneoù "dolo" ur bier fardet diwar vell, peurgetket. Frammañ a reas Biton Koulibali ur gwir arme vicherel, enni soudarded youlek, gant an "tonioù". "Tondjoned" (slaved an ton) e veze anvet ar soudarded-se. Ne oa ket nemeto en arme avat. Enluet e veze, evit gwir, ar brizonidi vrezel koulz hag ar sujidi na zeuent ket a-benn da baeañ an tailhoù war an dolo. Goude bezañ en em glevet gant ar [[Somonoed]], ur genel besketaerien, e krouas ur [[morlu]]. Ren a reas Koulibali eus [[1712]] betek an deiz ma’z eas da Anaon e [[1755]]. E-kerzh e ren ec'h astennas ar rouantelezh etre daou ribl ar stêr [[Niger (stêr)]], etre [[Bamako]] ha [[Tombouktou]].
 
Mab Biton, [[Dinkoro Koubibali]], a zeuas war-lerc’h e dad e [[1755]]. Muntret e voe e [[1757]] abalamour ma oa un tirant anezhañ. Klask a reas e vreur, [[Ali Koulibali]], a oa muzulman, berzañ ar relijion animist ha difenn ouzh e sujidi da evañ dolo. Muntret e voet ivez. Da-heul e oa bet dizurzh bras er rouantelezh, ma oa bet roueed a-leizh o tont an eil war-lerc’h egile abalamour d’an taolioù-Stad graet an dondjoned.