Wikipedia:Pajenn gaozeal : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Benoni (kaozeal | degasadennoù)
Benoni (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 47:
*<span id="archives" />'''Lenn an dielloù''': Alies e vez kavet dielloù gant ar pajennoù kaozeal, enno kaozeadennoù kozh. Ma z'oc'h un embanner nevez d'ar pennad, bezit sur lenn an dielloù-se, kuit d'ober fazioù zo bet graet dija, sevel goulennoù zo bet respontet dezho dija, pe mont tre e barzh tabutoù zo bet dirouestlet dija.
*<span id="english" />'''Implij brezhoneg''': Brezhonegerien eus ar bed a bezh a zo war ar wikipedia-mañ. Den ebet n'eo sañset gouzout ur yezh all eget ar brezhoneg.
*<span id="multi" />'''Kreizenniñ ar c'haozeadennoù:''' Arabat eo lakaat an hevelep kaozeadenn e meur a lec'h. Darnaouiñ a ra an eskemm war ar menoz ha lakaat a ra an dud da goll amzer. Mar bez ezhomm, e c'hell ar merourien kreizennañ ar gaozeadenn en ul lec'h (pe en davarn, m'eo ur gaozeadenn a denn da wikipedia a-bezh, pe pajenn kaozeal ar pennad e kaoz) ha strollaénstrollañ an eskemmoù zo bet. Bewech e c'heller avat leuskel ur meneg el lec'hioù dereat (tavarn, pajenn kaozeal an implijerien a c'hellfe bezañ dedennet, hag all) evit reiñ da c'houzout d'an dud ez eus ur gaozeadenn a soñj deoc'h bezañ pouezus, hag en ur menegiñ evel-just pelec'h emañ dalc'het ar gaozeadenn.
*<span id="welcoming" />'''Bezit degemerus gant an implijerien nevez:''' An dud nevez na anavez ket moarvat reolennoù wikipedia. [[Wikipedia:Na lammit ket war ar re nevez-deuet|Na lammit ket war ar re nevez-deuet]]. Ma ya un implijer nevez a-enep da reolennoù wikipedia, soñjit n'eo ket bet graet a-ratozh ar fazi moarvat. Displegit en un doare seven ha sioul perak eo dizereat seurt emzalc'h, ha kinnigit un doare gwelloc'h d'ober ar wech a zeu.